Ar stêr Daugava (Daugava e latveg ; Дзвіна/ Dzvina e belaruseg ; Западная Двина/ Zapadnaya Dvina e rusianeg) zo ur stêr eus reter Europa hag en em daol er Mor Baltel. Eieniñ a ra e torgennoù Valdai, e kornaoueg Rusia, e 221 metr uhelder, hag en em deurel a ra e pleg-mor Riga, e Latvia. Redek a ra dre Rusia, Belarus ha Latvia, a-hed 1020 kilometr. Meur a greizenn dourdredan zo war he ribloù.

Daugava
An Daugava e Riga
Statud stêr
Hirder 1020 km
Uhelder an eienenn 221 m
Kas keitat 678 m³/s
Gorread an diazad 87 900 km²
Bro(ioù) douret Rusia, Belarus, Latvia
Diazad stêrioù
?
En em daol e Mor Baltel
Ledander er genoù ?
Andon torgennoù Valdai, Rusia
Adstêrioù Meja, Dysna, Aiviekste,Ogre, Dubna

An anv rusianek "Zapadnaya Dvina" a dalvez kement ha "Dvina ar Gornaoueg", pa'z eus ur stêr all anvet "Dvina an Hanternoz" (Северная Двина, Severnaya Dvina) e Rusia.


Diazad dourioù an Daugava