Dawda Jawara (ganet d'ar 16 a viz Mae 1924) zo ur politikour eus Gambia, bet prezidant kentañ ar vro.

Dawda Jawara (1979)

Kas a reas studioù war ar medisinerezh loened e Glasc'ho hag e Liverpool a-raok bezañ Kentañ Ministr Gambia eus 1962 betek 1970. Da heul ur referendom e voe dilezet ar vonarkiezh ha staliet ar republik e Gambia. Dont a reas Jawara neuze da vezañ prezidant ar vro d'ar 24 a viz Ebrel 1970. Distroadet e voe e 1994 gant un taol-Stad kaset gant Yahya Jammeh.