De dulle griet a zo titl unan eus albomoù bannoù-treset izelvroek Suske en Wiske (hag a zo Bob et Bobette e galleg), diwar dorn Willy Vandersteen. Embannet e voe er c'hazetennoù De Standaard ha Het Nieuwsblad etre an 22 a viz C'hwevrer hag ar 1añ a viz Gouere 1966. Er memes bloaz e voe embannet an albom. Suske ha Wiske eo an tudennoù pennañ, hag e-touez al lec'hioù ma tremen an istor emañ Mirdi Mayer van den Bergh. Adembannet eo bet e Belgia etre an 23 a viz Here hag an 22 a viz Genver 2003 er sizhunieg Suske en Wiske weekblad.