Deadpool zo ur film gourharoz stadunanat embannet e 2016. Diazezet eo war ar c'homics Deadpool gant Marvel. Embannet eo bet gant 20th Century Fox. An eizhvet film eo e bed ar filmoù X-Men hag ar c'hentañ hini e-unan evit an dudenn Deadpool. Sevenet eo bet gant Tim Miller a-ziwar ur senario gant Rhett Reese ha Paul Wernick. Aktourien ar film eo Ryan Reynolds evit Wade Wilson / Deadpool gant Morena Baccarin, Ed Skrein, T. J. Miller, Gina Carano ha Brianna Hildebrand. Er film, Wilson eo an enep-haroz Deadpool o klask an den en deus treuzfurmet anezhañ en ur c'hemmad euzhus.

Deadpool