Death in Vegas (Marv e Vegas) a zo ur strollad sonerezh psikedelek hag elektronek eus ar Rouantelezh-Unanet bet savet e 1994 gant Richard Fearless ha Steve Hellier. Er penn-kentañ e voent anvet Dead Elvis, met klemmoù a voe a-berzh diazezadur Elvis Presley, neuze e kemmjont anv ar strollad. O fladenn gentañ a voe anvet Dead Elvis memes tra. Tim Holmes a zeuas er strollad goude ma vefe bet embannet Dead Elvis. Daou ezel-pad a zo er strollad: Richard Fearless ha Tim Holmes. E-touez ar seurtoù sonerezh a levezon anezho emañ ar sonerezh psikedelek, ar sonerezh electronika, ar c'hrautrock, ar sonerezh dub hag ar sonerezh industriezh. Dibaouez e cheñch sonerezh ar strollad, etre ar sonerezh rock hag ar sonerezh elektronek bihanañ. Meur a arzour all a zo bet pedet ganto da seniñ pe da ganañ war o fladennoù : Dot Allison, Bobby Gillespie, Iggy Pop, ha Jim Reid war The Contino Sessions, pe c'hoazh Liam Gallagher, Hope Sandoval ha Paul Weller war Scorpio Rising.

Pladennaoueg kemmañ

Pladennoù LP kemmañ

Dastumadegoù kemmañ

Richard Fearless en deus aozet ivez ar bladenn Fabric Live 23.

Liamm diavaez kemmañ