Denez Prigent

kaner ha sonaozer breizhat
Denez Prigent
Denez Prigent e Gouelioù-Meur Kerne 2014.

Ganet 17 a viz C'hwevrer 1966
Santeg Breizh Breizh
Micher(ioù) Kaner-sonaozer
Doare(où) Gwerz, Kan-ha-diskan
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1982
Label(ioù) Barclay Records
Lec'hienn ofisiel www.denezprigent.com

Endro Lisa Gerrard, Mari Boine, Yanka Rupkina, Louise Ebrel

Denez Prigent, pe Denez, ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1966 e Brest, a zo kaner ha sonaozer breizhat. Pevarzek vloaz e oa pa zeskas kan-ha-diskan gant Alain Leclère ha daou vloaz war lec'h e kanent gwerzioù ha kan-ha-diskan o daou er festoù-noz. Krog e oa da ganañ e gouelioù ha festoù-noz pa oa 16 vloaz. Deuet eo da vezañ brudet o kanañ kanoù hengounel a cappella, ha war-lerc'h en deus krouet un doare sonerezh nevez a vesk komzoù brezhonek ha sonerezh elektronek. Enrollet en deus peder fladenn e studio hag unan live.

Ur c'haner hengounel a-vremañ kemmañ

Bugaleaj, abadennoù kentañ kemmañ

E-pad ar sizhun e veve Denez Prigent e ti e dad er Releg-Kerhuon. Mont a rae da di e vamm-gozh d'an dibenn-sizhun, da Santeg[1]. E dad, kelenner er c'hentañ derez, a save anezhañ e galleg daoust ma komze brezhoneg flour, peogwir ne gave ket dezhañ e vije ur yezh talvoudus d'e vab.[2] Gant e vamm-gozh e tizoloas Denez ar brezhoneg, ur yezh heson gant an natur, ha doare an dud eus ar mare-se da droadañ kanaouennoù e pep tro[3],[4]. Erruet el lise Kerichen, e Brest, e kave gwelloc'h Denez selaou kanoù enrollet gantañ e-pad festoù-noz kentoc'h evit ar sonioù diouzh ar c'hiz.[5].

Pevarzek vloaz e oa Denez pa zeskas kan-ha-diskan gant Alain Leclère[6]. Daou vloaz war-lerc'h e kanent o-daou er festoù-noz. Mont a reas ar maout gantañ e Kan ar Bobl meur a wech : priz kan-ha-diskan e 1987, priz ar c'han nevez e 1988 ha priz ar c'han hengounel e 1990[1]. E 1988 ez eas Denez war ar vicher a gelenner brezhoneg e Karaez[4].

D'ar mare-se e veze pedet da ganañ e gouelioù sonerezh hengounel[7] evel les Tombées de la Nuit hag ar festival Interceltique de Lorient. Ti-kêr Roazhon, gevellet e 1991 gant Alma-Ata (Almaty), kêr vrasañ Kazakhstan, a ginnig dezhañ mont da ganañ e gouel Voice of Asia, a dremen eno. Souezhet gant ar bedadenn-se e skriv Denez ar ganaouenn fentus, Son Alma Ata, deuet er-maez war ar bladenn Sarac'h, a gont an istorig-se. Evit ar wech kentañ e kan Denez en ur vro estren. Dizoleiñ a ra ar bobl gazakh, a oa er mare-se e-barzh an URSS, evel ma oa ar bobl vreizhat e-barzh Bro-C'hall[8].

E 1991 e roas Denez e zilez eus e bost kelenner evit mont da ganer a-vicher[4]. En ur zastum komzoù kanoù hengounel e reas anaoudegezh gant Eugénie Ebrel, unan eus ar c'hoarezed Goadeg, a ro dezhañ komzoù Ti Eliz Iza. Divizout a ra he merc'h, Louise Ebrel, mont da ganañ gantañ war al leurenn.[6].

E 1992 eo pedet d'an Transmusicales e Roazhon. Kanañ a ra e-unan, a cappella, dirak tud na ouzont netra diwar-benn ar c'han e brezhoneg, ha daoust da se e ra berzh[6]. War-lerc'h e lak harp ouzh e berzh er strollad Daouarn, en doa kanet e festoù-noz gantañ. Kanañ a ra e meur a abadenn : gouel Jazz Montreux, Francofolies, Midem, Printemps de Bourges, Coup de cœur francophone (Kebek), gouel Mittel Europa, gouel Celtic Connexion (Bro-Skos), Expo '98 (Portugal), Eisteddfod (Kembre), hag all.

Ur bladenn gentañ a cappella kemmañ

 
Denez gant Bagad Er Melinerion hag korollerien.

E 1993 e teu er-maez e bladenn gentañ, Ar gouriz koar. Degas a ra koun an anv-mañ eus ar gourizioù koar er Barzaz Breiz : eno e vez implijet ar gouriz koar a ra teir gwech tro ur lec'h evel al lore a vo roet ma vo asantet ur goulenn pouezus-kenañ. Kavet e vez an arouez-se er ganaouenn Ur vag a Vontroulez : prometiñ a ra ur vaouez da Sant Yann-Vadezour reiñ dezhañ ur gouriz eus ar seurt-se ma saveteo he mab eus peñse ur vag.

Daoust ma oa pal ar bladenn-se brudañ Denez Prigent muioc'h eget bezañ gwerzhet eo bet gwerzhet tost da 50 000 skourienn anezhañ[9]. Hengounel eo al lodenn vrasañ eus ar c'hanaouennoù er bladenn-se, ha kanet a cappella. Bernez Tangi ha Denez Abernot, bet izili eus ar strollad Storlok, o deus skrivet Plac'h Landelo, Gwerz ar vezhinerien, ha Denez Prigent en deus skrivet Gwerz an aksidan.

Al label Auvidis/Silex, deuet er-maez ar bladenn warnañ, ne bae ket ar c'haner[6]. Dibab a ra Denez Barclay evit e bladennoù a zeu ha kas a ra Auvidis dirak al lez-varn. N'eo ket gwerzhet ar bladenn ken, met dalc'het eo an enrolladurioù gant Auvidis. Neuze e tiviz Denez adenrollañ anezhi penn-da-benn. Dont a ra er-maez ar bladenn nevez e 1996. Ne gaver ket Gwerz Penmarc’h, Deuit Ganin ha Son Marivonig war ar bladenn nevez ; en o lec'h emañ Ar bugel koar, Ar goulenn, Biskoazh kement all !, P'edon war bont an Naoned ha Tio, tio, ul luskell savet gant Germain Horellou. Evit ar c'homzoù, ne ra ket ken Denez gant reizhskrivadurioù hengounel met gant ar peurunvan.

An emgav gant ar sonerezh elektronek kemmañ

 
Rave party e Breizh.

Diwar ali e wreg ez a Denez d'ar rave party kentañ aozet e Roazhon, e 1993, daoust ma oa dezhañ rakvarnioù fall[9]. Eno e tizolo ur sonerezh, evel hini Breizh, a ya war-dro an dañs, hag a ra gant ul lusk ha notennoù tost eus sonerezh hengounel Breizh. Neuze e soñj e c'hellfe implijañ anezhi da heul e gan.

E 1995 e kemer perzh Denez Prigent e Dao Dezi[10]. Kaset eo ar raktres-se gant Éric Mouquet, eus Deep Forest, ha Guilain Joncheray, evit ober gant sonerezh Breizh evel ma rae Deep Forest gant sonerezh Afrika, da lavarout eo, meskañ komzoù hengounel ha sonerezh elektronek. Michel Sanchez, an izili all eus Deep Forest, a zo perzh eus ar raktres-mañ, enrollet ha mesket gant Erwin Autrique. Kanañ a ra ivez Arnaud Maisonneuve, Manu Lann Huel ha Tri Yann war ar bladenn-se.

Ur fulenn aour kemmañ

 
Iliz-Veur Sant-Kaourintin Kemper, unan eus al lec'hioù war hent an Tro Breizh.

Dont a ra e eil bladenn, Me 'zalc'h ennon ur fulenn aour, e 1997. Savet eo an holl gomzoù (nemet re Ar rannoù, tennet eus ar Barzaz Breiz) hag al lodenn vrasañ eus ar sonerezh gantañ, gant benvegioù hengounel ha sonioù elektronek. Danvez hengounel ar gwerz a vez kavet er c'homzoù : an direizhded, ar c'hleñved, ar marv. E trouz ar gêr, diwar du artifisiel ar buhez e kêr, hag An hentoù adkavet, diwar amzer nevez an Tro Breizh, a zo e ganioù kentañ diwar-benn Breizh, e sevenadur hag e zarempred gant an natur.

Evit dibab ar sonioù elektronek ez a Denez war-dro Arnaud Rebotini, a ziskouez dezhañ e bladennoù. Al lodenn vrasañ eus ar sonioù dibabat gant Denez zo sonioù jungle peogwir e gav dezhañ ez a mat o zempo, peurliesañ 160-170 bpm, gant ar c'han breizhad[9]. Evit al lodenn brasañ eus ar c'hanioù eo enrollet ar c'han da gentañ, ha lakaet ar sonioù elektronek war-lec'h. Hervez Denez Prigent eo al labour-se keñver hag hini Alan Stivell er bloavezioù 70 pa gemeske sonerezh hengounel ar vro hag ar Rock[11] :

« Ar folklor zo ar marv. Abalamour da sonerien evel Alan Stivell, o deus komprenet buan akademiañ sonerezh Breizh a vefe kondaoniñ anezhi dizale, eo eoriet bremañ er vuhez pemdez penn-da-benn. Trawalc'h eo mont d'ur fest-noz bennaket evit kompren n'omp ket o kempenn un tan o vervel. Gant ar bladenn-mañ em boa c'hoant diskouez ar sell war ar bed a c'hell ur Breizhad kaout hiziv. »

N'eo ket an holl o doa karet ar bladenn gentañ a-du gant ar sonioù elektronek en eil bladenn, met hervez Denez Prigent eo an dalc'h chom fidel d'an tu diventad ar c'han breizhat[9]. En ur ganañ ur gwerz e rank ar c'haner dreist-holl treuzkas puilhentez ar c'han, hag evit-se chom hep heuliañ ur mentad, met er c'hontrol, paouez p'eo poent ober. Hervez Denez Prigent ez a ur gwerz mentadet d'ur « ganaouenn », met naturel eo ur sonerezh elektronek gant ur gwerz kanet evel ma rank bezañ kanet. Pouezus eo dezhañ ivez distagadur hengounel ar brezhoneg, gant an dibril[4], un r ruliet ne vez implijet nemet e brezhoneg kanet. Pouezus eo ivez dezhañ chom fidel da reolennoù hengounel ar gwerz, gant komzoù hir-tre alies ha ne vez enrollet nemet un tamm anezho, ha d'e demoù diamzer. Abalamour da se n'e c'hell ket mont ar gwerz, kanet abaoe ar Vvet kanvet, e-maez a c'hiz. Bezañ fidel d'an hengoun ne sinifi ket skoachañ ; er c'hontrol, hervez Denez eo ober war-dro sevenadur Breizh dre vont diouzh ar sonerezh elektronek un doare d'en em zigeriñ d'ar sevenadurioù all[12].

Sevel a ra Denez Prigent gwerzennoù eizh gant, peurliesañ, un dambaouez en e greiz. Ne skriv ket nemet e brezhoneg, ur yezh, hervezañ, a zalc'h e du sakr[2], e kontrol d'ar galleg. Setu perak ne c'heller ket Denez treiñ kanioù zo e galleg.

E 1998 e kemer perzh e abadenn Alan Simon, Excalibur, la légende des Celtes, gant Roger Hodgson (kaner ar strollad Supertramp), Angelo Branduardi ha Didier Lockwood.

War an hent-eon kemmañ

 
Un erv pa vez izel ar mor.

E 2000 e teu er-maez ur bladenn nevez anvet Irvi. Kontañ a ra ar c'han Hent-eon, war ar bladenn-se, istor ur paotr eus Leskon a garfe bezañ interret en un erv evit bezañ beilhet gant an natur. Kavet e vez an arouez-mañ eus ul liamm etre daou ved, etre ar vuhez hag ar marv, e Daouzek huñvre : er c'han-se ez a seizh spered koll gant gwiskoù kig […] a-rigenn gant an erv.

An holl gomzoù a zo skrivet gant Denez Prigent, evel re Me 'zalc'h ennon ur fulenn aour, nemet re E ti Eliz Iza, war ar bladenn vonus. Al lodenn vrasañ eus ar sonioù a zo savet gantañ ivez, a vesk benvegioù hengounel ha sonioù elektronek. Ne glever ket ar re-se kerkoulz hag en araok ; neuze e seblant Irvi nebeutoc'h jungle ha muioc'h new age[13]. E touesk ar sonerien e vez kavet ar jazzman Louis Sclavis, ar soner rebed Valentin Clastrier, hag ar soner uilleann pipes Davy Spillane.

Evit ar wech kentañ e klever komzoù e galleg en ur bladenn Denez Prigent. Lavaret int gant Bertrand Cantat e Daouzek huñvre, ur c'han a ro soñj eus an daouzek rann a vez kavet e-barzh Ar rannoù. Kanañ a ra ivez Lisa Gerrard, kanerez Dead Can Dance, er c'han Gortoz a ran, dibabet gant Ridley Scott evit arvest diwezhañ e film Black Hawk Down.

Seniñ a ra ar bagad Kemper da heul Denez Prigent war E trouz ar gêr hag Ar sonerien du, ur gwerz diwar-benn mojenn ur soner biniou hag un talabarder tapet gant an archourien, a glaske laeron. Krouget eo bet an daou hag interet e Pont-'n-Abad, araok ma voent kavet digablus. Hiziv e vez o bez ul lec'h perc'herinded[14]. E istor Denez Prigent e kroug an archerien ar sonerien evit ne rankint ket lavarout o deus laosket al laeron tec'hel. Kontañ a ra ma roe an dud speredet-mat eus ar mare-se ur brud fall d'ar sonerezh fest.

Anvet eo bet Irvi d'ar Victoires de la Musique e 2001[15].

Goude ul lodenn sonadegoù e sav Denez Prigent ur bladenn, Live Holl a-gevret !, enrollet e-pad Emvod ar Gelted en Oriant e miz Eost 2001, gant bagad Roñsed-Mor Lokoal-Mendon.

Sarac'h, an distro d'an natur kemmañ

 
Kêr Roazhon, ma felle da zDenez Prigent kuitaat.

E 2003 e teu er-maez ar bladenn Sarac'h[13]. Warni e kan Lisa Gerrard, Yanka Rupkina, Karen Matheson, hag ar ganerez sami Mari Boine. C'hoari a ra ar soner bouzouki Dónal Lunny, ar soner oud Nabil Khalidi hag ar soner violoñs Farhad Bouallagi. Daoust ma kaver sonioù elektroek war ar bladenn-se e klever kentoc'h benvegioù hengounel.

E penn ar bladenn-se ez eus daou gan hengounel kanet : An hini a garan, a-zaouioù gant Lisa Gerrard, hag E garnison !, a-zaouioù gant Louise Ebrel, he doa kanet gant Denez dija[5]. Dont a ra er-maez ivez war Sara'h daou gan skrivet e 1991, Son Alma Ata hag Ar gwez-sapin.

Er c'hontrel d'ar bladennoù all e skriv Denez Prigent diwar e benn-heñ e Sarac'h. E N'eus forzh… e lavar pegen pouezhus eo ar c'han, a zalc'h anezhañ da vont war-raok er vuhez (« leskiñ a ra va zan atav »). Adkemer a ra ur werzenn en-doa implijet dija en E trouz ar gêr, a ziverr e doare bevañ : « n'eus ket un deiz na ganfen ket ». E Dispi e kaver ur sell pesimist-tre ouzh stad sevenadur Breizh hag hini ar brezhoneg.

 
Natur Aodoù-an-Arvor adkavet gant Denez Prigent.

Er c'han Sarac'h e kaver kredennoù bouezhusañ Denez Prigent. Kontañ a ra penaos eo deuet en-dro d'an natur. Bevañ a rae e Roazhon, e-kichen ur straed bras, hag atav e kleve trouz ar c'hirri-tan. Divizet en-deus neuze prenañ un ti e-kichen Lannuon (Aodoù-an-Arvor)[16]. Eno e adtizolo didrouz an natur, e lec'h ne glever nemet sarac'h an avel en delioù. Abalamaour da se e soñj Denez Prigent e vez lakaet an dud d'en em serriñ en o zi e-tal o skrammoù gant ar modernaat[8].

E 2004 ez a da Sarac'h « grand prix du disque » an Télégramme. Hervez Gilles Servat, en-deus roet ar priz, eo Denez Prigent « un arzour divinadellek eus nevezadur ar c'homz brezhonek hag enklaskoù sonerezhioù nevez »[1].

Goude se en-deus kanet Denez Prigent war leurennoù evel ar Stade de France (e-pad Gouel Sant Padrig), ar Paléo Festival Nyon (Suis), Bercy, ar Rencontres Trans Musicales e Sina, teatr kêr Paris, Gouel an Erer Kozh (leurenn vras), ar Casino de Paris, teatr Rozrywki e Polonia, ar Simmen Festival (Alamagn), e Tenerife (Inizi Kanari) ha n'eus ket pell 'zo e La Halle au Château e Délemont (Bro Suisse).

Pladenn nevez kemmañ

E-pad e c’hannadegoù diwezhañ en deus kinniget kanioù nevez, evel Ar binious skornet, ur plinn, Eostig ker chagrin, ur valsenn, ha Krediñ ’raen. Emañ bremañ, e 2010, o sevel ur bladenn nevez[17].

Temoù stankañ kemmañ

Breizh hag an natur kemmañ

 
Tachennoù bet adlodennet : ne weler nemet gwez draenek.

Hervez Denez Prigent eo ken pouezhus diwall d'an natur ha doujañ an hengounioù[8]. Er c'han An hentoù adkavet e ra gourc'hemennoù d'ar baleerien a gerzh e Breizh en ur ganañ. E memes tro en-deus keuz « n'ez eus plas bremañ, siwazh, nemet d'an otoioù ».

Er memes mod, en Ar gwez-sapin e komz diwar-benn an tachennoù bet adlodennet, peogwir e weler bremañ gwez draenek e pep lec'h, e plas gwez Breizh. Sevel a ra ar memes liamm : « An neb a zo bet lakaet da zisoñjal e gultur / erruiñ a ra un deiz e tisoñj ivez e natur ».

 
Tud a-enep an organegoù daskemmet o genoù.

Kontañ a ra Denez Prigent an droug-bezañ a zo dezhañ da vevañ e kêr er c'hanioù E trouz ar gêr, fin ar bed e dibenn dezhañ, ha Melezourioù-glav, ma kav ennañ spi en dra naturel ziwezhañ : ar glav. Pa ne gav ket an natur en-dro dezhañ e talc'h anezhi en e eñvor (Kereñvor). Er fin ez en-dro da vevañ war ar maez, evel m'eo kontet e Sarac'h.

E Hent-eon e vez kavet tem an natur er marv. Goulenn a ra ar c'honter bezañ interret en un hent-eon evit bezan lusket peurbadel gant ar chal hang an dichal, beilhet gant e familh gwir : ar glav, al lapoused, an avel, ar mor.

Un doare all da zoujañ an natur a gaver e Geotenn ar marv, ur c'han a-enep implij organegoù daskemmet o genoù el labour-douar. Hervezañ e vefe dister kanañ e brezhoneg war un douar dinaturet gant « geotenn ar marv » hadet gant ar re o deus « cheñchet hep tamm keuz ebet pezh ne c'helle ket bout cheñchet ».

An direizhded, ar c'hleñved, ar marv kemmañ

 
Un uzin e Copşa Mică.

Da heul hengoun ar gwerz e sav Denez Prigent komzoù diwar-benn an degouezhadennoù drouk gwelet pe klevet gantañ e-pad beajoù pe pennadoù-kaoz, pe er mediaoù[9]. Kontañ a ra An droug-red epidemiezh Ebola e Zair. Un den, goude bezañ gwelet an holl o vervel en-dro dezhañ, a lazh ur vaouez kozh, alegorienn ar c'hleñved. Labouradeg metal Sometra, e Copşa Mică (Roumania) eo sujed Copsa Mica. Saotrus-kenañ eo an uzin-se, met an implijer nemetañ er gêr-se eo, pe dost. Neuze ez a ar re yaouank, evit gallout bevañ, da labourat d'ar forn-uhel a lazh anezho goustad. E Gwerz Kiev eo kontet an Holodomor, an naon du e Kiev er bloavezhioù 1930, en-deus lazhet pevar milion a dud.

 
Soudarded sinaat.

En Ur fulenn aour eo kontet istor ur plac'h yaouank gwerzhet eus ar Filipinez gant he zud evit mont da c'hast. C'hoarvezout a ra un dra heñvel e-barzh A-dreñv va zi d'ur plac'h a 13 vloaz roet d'ur gwaz e dimeziñ. Gouelañ a ra war ar wezenn plantet ganti. Dougen a ra ar wezenn-se frouezh kaer ha saourek. Krouget he deus he gwaz, he mamm-gaer hag he zud warni.

Sevel a ra Denez Prigent kanaouennoù diwar temoù bras ar politikerezh etrevroadel ivez. Kontañ a ra An iliz ruz lazhadeg 2 000 den en un iliz e Nyarubuyé (Rwanda) : « Troc'het ar pennoù didruez / Evel ma falc'her ed en hañvezh ». Tud all a vez lazhet er c'han Ar chas ruz, diwar aloubadeg Tibet gant Sina : estreget tud a lazh ar « chas ruz », o sevenadur ivez.

E daou gan ez eus kaoz eus bugale bet lazhet. Kontañ a ra Ar wezenn-dar politikerezh digresk ar poblañs en India. Lazhet ez eus bet bugale, merc'hed e penn kentañ, abalamour d'ar politikerezh-se. Ar vamm lazherez a zo istor ur vaouez a lazh he daouzek merc'h kentañ a-raok bezañ lazhet gant an drizekvet, a chom bev daoust ma klask he mamm he lazhañ evit veñjañ ar merc'hed all.

Pladennoù kemmañ

Levrioù kemmañ

Barzhonegoù ha kanioù kemmañ

Romantoù evit ar vugale kemmañ

  • 2020 : Ôwen et les Sept Cauchemars (e galleg)
  • 2022 : Ôwen et la Fleur Lumière (e galleg)

Levrioù all kemmañ

  • 2021 : 100 Blagues Bigoudènes et Léonardes (e galleg, skeudennet gant Nono)

Abadennoù kemmañ

Kemeret en deus perzh ivez en abadennoù-mañ:

Pennadoù kar kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù liesmedia kemmañ

Liammoù diavaez all kemmañ

Daveoù kemmañ

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) Frédéric Jambon, Denez Prigent. "Sarac'h" : Grand Prix du Disque du Télégramme, Le Télégramme
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Jacme Gaudàs, Denez Prigent: Le Barde et la Jungle
  3. (fr) Denez Prigent — Me 'zalc'h ennon ur fulenn aour, Les Inrockuptibles
  4. 4,0 4,1 4,2 ha4,3 (fr) Denez Prigent, Gouel an Erer Gozh
  5. 5,0 ha5,1 (fr) Biographie de Denez Prigent, Greatsong
  6. 6,0 6,1 6,2 ha6,3 (fr) Benjamin MiNiMuM, Denez Prigent, Mondomix
  7. (fr) Denez Prigent — sa biographie, Universal Music
  8. 8,0 8,1 ha8,2 Pennad-kaoz gant Denez Prigent en abadenn An divskouarn o nijal, war Arvorig FM et Radio Kerne, lakaet war lec'hienn An Tour Tan e miz Kerzu 2003
  9. 9,0 9,1 9,2 9,3 ha9,4 (fr) Stéphane Fougère, Denez Prigent — sur les chemins des lueurs d'espoir, Ethnotempos
  10. (fr) Page 10 - Biographie de Denez Prigent - Le projet Dao Dezi
  11. (fr) Alexis Bernier, Un breton dans la jungle. Denez Prigent mêle biniou et breakbeat : un album étonnant. Denez Prigent, Album: «Me'Zalc'h Ennon Ur Fulenn Aour», Rosebud/Barclay
  12. Pennad-kaoz gant Denez Prigent hag Anna Louarn e-pad gouel an Erer Kozh(2001), An Tour Tan
  13. 13,0 ha13,1 (fr) Sylvie Hamon, Stéphane Fougère, Didier Le Goff, Denez Prigent, Ethnotempos
  14. (fr) Strollad aozerien, La musique bretonne : Histoire des sonneurs de tradition, Le Chasse-Marée, Douarnenez, 3 Meurzh 2003, 511 p. (ISBN 978-2903708672)
  15. (fr) Newsletter 023 - janvier 2001, Mondomix
  16. (fr) Stéphane Guihéneuf, [https://web.archive.org/web/20100730203646/http://www.m-la-music.net/spip.php?article1280 Denez Prigent, M-la-music
  17. (fr) Frédéric Jambon, Denez Prigent. L’axe reste le chant, Le Télégramme.