An dentouriezh a zo ur skourr eus ar medisinerezh gant lodennoù lies evel studiadennoù, diouganañ, an diarbennerezh, pareañ ar c'hleñvedoù, dizurzhioù kavenn ar genoù. Estroc'h evit ober war-dro an dent a ra an dentouriezh met ivez war-dro glaourgenn ar genoù, kement hag an holl lodennoù eus ar c'horf a vez liammet gant ar genoù, dreist-holl takad ar javed hag an dremm.

Dentourien o labourat
E ti an dentour, gant James le Palmer etre 1360-1375

Evit darn an dud an dentouriezh a zo liammet gant an dent nemetken, en gwirionez tachenn oberiant ar skiant-se a zo kalz ledanoc'h evit an dent.

Istor an dentouriezh a zo tost ken kozh evit istor Mab-Den hag ar sevenadur ar prouennoù koshañ eus ar pareañ-se a vez oadet da 7000 AJK. Kavet ez eus bet prouennoù istorel e-pad Sevenadur traoñienn an Indus (e-tro 3 300 AJK) o tiskouez anat dent hag a oa bet toullet. Ar re-se a oa kozh tro 9 000 bloaz. Gwelet e vez an dentouriezh hag ar surjianerezh dentoù evel skourr koshañ eus ar medisinerezh.