Der süße Brei[1],[2](Ar yod dous) zo ur gontadenn alamanek gant ar vreudeur Grimm, embannet e 1802 en o dastumad Kinder- und Hausmärchen, ha niverenn 103 el levr. Hervez renkadur Aarne-Thompson eo ur gontadenn en doare 565. Kontadennoù all damheñvel zo er bed: Ar Vilin a val e goueled ar mor e norgeeg, ha Mamm an Dour e sinaeg, e-touez re all.

An istor kemmañ

Ur plac'h vihan, mat ha paour, a veve hec'h-unan gant he mamm, ha n'o devoa netra da zebriñ ken. Hag ar plac'hig d'ar c'hoad. Ur wrac'h eno, o welout he stad reuzeudik, a roas dezhi ur podig burzhudus. "Pa lavari dezhañ "Podig, poazh" (Töpfchen koch!) e raio yod dit, ha pa lari "Podig paouez" e paouezo". Hag ar plac'hig d'ar gêr gant he fodig da reiñ d'he mamm, ha setu echu ar baourentez ha boued kement ha ken alies ha ma keront.

Ur wech, aet ar plac'h eus an ti, he mamm da larout : "Podig, poazh." Ha prest ar yod, ha hi ha kargañ he c'hof. Pa fellas dezhi lakaat ar podig da baouez avat ne ouie ket penaos ober peogwir ne ouie ket ar gerioù da larout. Ma talc'has d'ober yod, ma savas ar yod, ma leunias ar gegin, hag an ti, ha ti an amezeg, hag ar straed, evel pa en dije bet c'hoant da reiñ e walc'h d'ar bed a-bezh. Spontet-bras e oa an holl, met den ne ouie penaos lakaat ar reuz da baouez. A-benn ar fin, pa ne chome nemet un ti ken e-maez ar yod, e tegouezhas ar bugel hag e lavaras "Podig paouez" hag e voe echu. Ha neb a gare mont e kêr a ranke debriñ ar yod da dremen.

Skridoù all kemmañ

E brezhoneg kemmañ

  • Ar Yod mat, Sav-Heol, 2017. Levr-bugale.

Notennoù kemmañ

  1. Embannadurioù alamanek e Wikisource
  2. Ar gontadenn alamanek embannet gant Der Spiegel : [1]