Dereadegezh politikel

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An dereadegezh politikel eo ar gerioù a vez implijet da ober anv eus doareoù da gomz, pe da skrivañ, pe d'en em zerc'hel, mennet da chom hep feukiñ kredennoù relijiel pe ideologiezh un den pe ur strollad tud, pe da zoujañ ouzh tud disheñvel o emzalc'h pe o doare-bevañ diouzh hini an darn vrasañ eus an dud pe c'hoazh diouzh reolennoù normativel ar gevredigezh.

Yezh dereat kemmañ

Klask a ra ar yezh "dereat", da skouer, klask troioù-lavar evit komz eus revelezh pe Tuadur reizhel an dud hep lakaat un doare revelezh da vezañ an hini "dereat" nemetañ. Da skouer, chom hep implijout termenoù evel "pich-kaoc'h" evit kaozeal eus paotred heñvelrevel abalamour ma'z e anezañ un termen disprizius.

Pe klasket an tu, da skouer, da goazeal ha da envel tud eus sevenadurioù disheñvel diouzh an hini gantañ ar muiañ a bouez hep ma vefe lakaet anezhe da vezañ skeudennet en doare ma talvezfent nebeutoc'h evit ar sevenenadurioù pe an etniaoù pouezusañ, hag abalamour da se e vez kaozeet hini kentoc'h eus inuit (unander: "inuk") kentoc'h evit "eskimoed".

Unan eus palioù pennañ ar yezh dereat-se, bet treuzimplijet an termen-se da c'houde, a denne d'an doare ma vez skeudennet ar maouezed er yezh en un doare digempouez e-keñver ar wazed ha klask diskoulmoù evit lakaat an implijoù-yezh da vezañ kempouezoc'h pe neptuekoc'h.

Ur yezh "ijinet" an hini eo neuze, ma klaskas a-ratozh-kaer kemmañ er penn-kentañ an doare ma soñj an dud e-keñver an dud all dre kemmañ an doare ma vez implijet ar yezh gante, levezonet don gant damkan Sapir ha Whorf. Klask a reas lakaat war wel ar rakvarnioù kevredigezhel a c'helle bezañ kuzhet dre an doare da implijout ar yezh evit dont a-benn da sevel ur yezh neptuekoc'h.