Theodora Megale Komnene (gresianeg : Θεοδώρα Μεγάλη Κομνηνή Theodora Megali Komnini), anavezet ivez evel Despina Khatun (perseg : دسپینا خاتون‎‎) eus an titl gresian Despoina, hag eus ar mongoleg Khatun, daou c'her hag a dalv kement hag "itron", "priñsez", marvet e 1478, a oa ur briñsez kristen merc'h da Yann IV (14031458/60), impalaer Trabzon adalek 1429 betek e varv.

Priñsez Trabzon, poltredet gant Pisanello war-dro ar bloaz 1437

E 1458 e timezas Theodora da Uzun Hasan (14231478), rener ar c'hevread sunnit galloudus Aq Qoyunlu ("Denved Gwenn") ; mamm e voe da Halima (Martha he anv kristen), a voe mamm d'ar c'hentañ roue safavid, Shah Ismail Iañ (14871524).

Yann IV a roas e verc'h gant ma vije laosket da ober lidoù he relijion reizhkredennek, un diviz a voe asantet dezhañ gant Uzun Hasan. Brudet e oa kened Despina Khatun e-touez maouezi Gres.