Devezh Etrebroadel ar Pobloù Henvroat

Devezh Etrebroadel ar Pobloù Henvroat a vez lidet bep bloaz d'an 9 a viz Eost evit brudañ ha difenn gwirioù ar pobloù henvroat dre ar bed.

Lidet e vez abaoe 1994, pa oa bet divizet gant Bodadenn veur ar Broadoù Unanet lakaat un devezh evit se. Dibabet e oa bet an 9 a viz Eost e koun an emvod kentañ a oa bet d'an deiz-se e 1982, gant ur bodad labour war gwirioù ar pobloù henvroat e ensavadurioù ar Broadoù Unanet.

Daoust ma talvez evit pobloù eus ar bed a-bezh e vez lidet dreist-holl e broioù Latinamerika.

Liamm diavaez kemmañ