Diada de Sant Jordi

Diada de Sant Jordi, pe Sant Jordi hepmuiken, eo Gouel broadel Katalonia, d'an 23 a viz Ebrel.

Gwerzh levrioù katalanek, da-geñver Diada de Sant Jordi 2007, e Barcelona

Ar c'hiz eo kinnig ur rozenn en deiz-se, ha bremañ ivez, ul levr katalanek. Abaoe 1995, gant an UNESCO, eo deuet da vout Devezh al levrioù ha gwirioù an oberourien er bed

En 1926[1], ar skrivagner hag embanner spagnol Vicent Clavel i Andrés, eus Valencia hogen o chom e Barcelona, rener an Editorial Cervantes, a ginnigas da berc'henned ar stalioù-levrioù aozañ ur gouel evit skignañ levrioù. . Da gentañ e voe kinniget ar 7 a viz Here, goude an 23 a viz Ebrel, da enoriñ ar skrivagner brudetañ e Spagn, Miguel de Cervantes, beziet d'an 23 a viz Ebrel 1616.

Notennoù kemmañ


Pennad kar kemmañ

Liamm diavaez kemmañ