Didier Squiban
Didier Squiban

Ganet d'an 3 a viz Gwengolo 1959
Gwitalmeze
Micher(ioù) Soner
Sonaozour
Doare(où) Sonerezh Breizh, sonerezh klasel, jazz
Benveg(où) Piano
Bloavezhioù oberiant abaoe 1991
Label(ioù) L'OZ Production, Coop Breizh, Naïve
Lec'hienn ofisiel (br) www.didier-squiban.net

Didier Squiban zo anezhañ ur sonaozer hag ur pianoour breizhat, awenet war un dro gant sonerezh giz-kozh Breizh, ar Jazz hag ar sonerezh sinfonek a vez graet sonerezh klasel anezhañ. Bet ganet e Gwitalmeze, aze e kav Didier an awen : ar mor. E oberenn a-bezh a zo ur seurt liammaj soutil etre sonerezh Breizh, jazz war ar prim ha romantelezh klasel. Gwir gannad barzhel Breizh eo ar paotr Squiban, pe e solo, gant e bevar-benveg pe ul laz-seniñ.

E vuhez kemmañ

Ganet eo bet Didier Squiban d'an 23 a viz Gwengolo 1959 e Gwitalmeze e Bro Leon. Da eizh vloaz e oa krog da seniñ gant ar piano. Da driwec'h vloaz e oa krog da vezañ levezonet gant Jazz Keith Jarrett hag ar pianoour Bill Evans.

Skolveuriet eo war ar sonouriezh, ha bet o kelenn en deskadurezh-stad c'hall a-raok he c'huitaat e 1991 evit bevañ diwar ar seniñ. Dre ma oa genidik e dud-kozh a Volenez ez eas di da enrollañ pladenn gentañ e sonerezh evit ar piano en iliz.

Tapet brud gantañ, setu eñ o kenlabourat prestik gant Dan Ar Braz ha gant Yann-Fañch Kemener. Berzh a ra e bladennoù en Alamagn kenañ. Ober a ra troiadoù en estrenvro ha seniñ a ra e sinfoniennoù gant Laz-seniñ Breizh. Pedet e vez alies da ouelioù meur Breizh, evel hini an Oriant.

E bladennoù kemmañ

Ouzhpenn sevel e bladennoù-eñ en deus kemeret perzh e pladennoù meur a soner all.

Gant al luc'hskeudenner Michel Thersiquel eo bet graet an darn vuiañ eus ar skeudennoù a weler war ar goloioù a vez lakaet war e bladennoù.

  • Enez Eusa, piano ha kan, 11 sonenn warni, embannet e 1995, gant Yann-Fañch Kemener.
  • Bangor, jazz, embannet e 1995.
  • Iles exil, piano ha kan, 17 sonenn, embannet e 1996, gant Yann-Fañch Kemener.
  • Live, gant un dornad sonerien, 12 sonenn embannet e 1997.
  • Molène, piano nemetken, 3 heuliad tonioù, embannet e 1997.
  • Porz Gwenn, piano nemetken, 18 pezh liesseurt, embannet e 1999.
  • Kimiad, piano ha kan, 13 sonenn embannet en 2000, gant Yann-Fañch Kemener.
  • Concert Lorient, piano nemetken embannet en 2000 er Festival Interceltique.
  • Symphonie Bretagne, sonerezh sinfoniek "keltiek", embannet e 2000.
  • Rozbras, piano nemetken, 12 "skeudenn" enni, embannet e 2001, an hini diwezhañ eus ar rummad teir fladenn ma son piano e-unan (war-lerc'h Molène ha Porz Gwenn.
  • Tendances, ur bladenn jazz a oa bet enrollet e 1990, adkempennet e 2001.
  • Jazz à Vauban, ur bladenn djaz a oa bet enrollet e 1994, adkempennet e 2001.
  • Ballades, piano nemetken, 9 sonenn enni, embannet e 2003.
  • Symphonie Iroise, sinfonienn "geltiek", embannet e 2004.
  • Tournée des chapelles, piano nemetken, 12 sonenn enni, embannet e 2005, enrollet e 2004.
  • La Plage, pladenn "jazz keltiek" pevar soner, embannet e 2006.
  • Concert Riec sur Belon 2006, 2006
  • L'Estran, jazz Breizh Connection, 2009
  • Concert Mexico, Live jazz-blues enrollet e triad d'ar 27 a viz Du e Mec'hiko, gant Jérôme Kerihuel, 2010
  • Adarre, gant Jérôme Kerihuel 11 titl, 2011
  • Cordes & lames, albom valsenn gant Alain Trévarin (akordeoñs), 2012
  • Molène Saison II, 24 préludes conçus en 3 saisons (7 impressions,11 improvisations, 6 conversations), 2013

Liammoù diavaez kemmañ