Die drei Männlein im Walde

Die drei Männlein im Walde (An tri c'horrigan er c'hoad) zo ur gontadenn gant ar vreudeur Grimm, niverenn 13 en o dastumad Kinder- und Hausmärchen, ha niverenn 403 e renkadur Aarne-Thompson.

Skeudenn gant George Rakham, 1917
Skeudenn gant Anne Anderson, 1922

Ar gontadenn kemmañ

Un intañv hag un intañvez o deus pep a verc'hig. Un deiz e lavar an intañvez da verc'h an intañv lavarout d'he zad e karfe dimeziñ dezhañ. Lavarout a ra ivez d'ar plac'hig e roio dezhi laezh d'en em walc'hiñ ha gwin d'evañ, pa ne roio nemet dour d'he merc'h. Termal a ra an tad rak levenez ha poan eo ar briedelezh. Evit ober e soñj e ro e heuz, a zo toull ar sol anezhi d'e verc'h, hag e c'houlenn diganti mont d'ar c'hrignol da ispilhañ an heuz ouzh un tach, ha d'e gargañ a zour : ma ne ver ket an heuz dre an toull ec'h addimezo. Takenn ebet ne ver, hag eured a vo neuze.

Kontadennoù kar kemmañ