Un dihuner zo un horolaj bihan hag a ra un trouz, pe un trouzig, hir ha padus, d'un eur resis bennak evit dihuniñ un den. Meur a seurt dihunerioù zo.

Un dihuner ordinal.
Un dihuner elektronek.
Un dihuner Bayard Sonnefor, war-dro 1922, e Mirdi an Horolajerezh e Saint-Nicolas d'Aliermont, e Normandi.

Dihuner ordinal kemmañ

Un dihuner ordinal a ranker sevel e bouezioù dezhañ rak paouez a ra da vont en-dro pa vez aet distign ar winterell.

Trouz kemmañ

Tud zo a zisplij dezho trouz an dihuner a vir outo da gousket. Gant an dihuner elektronek ne vez ket trouz, met lonkañ tredan a ra deiz ha noz. Lod a implij ar bellgomz hezoug, daoust ma'z eo fall ar gwagennoù skignet ganti evit yec'hed an empenn.

Istor kemmañ

Gant piv eo bet ijinet an dihuner?

Hervez ar Saozon ha Stadunaniz e vije bet ijinet gant Levi Hutchins e New Hampshire e 1787. Met e venveg ne oa ket graet nemet evitañ ha ne sone nemet da beder eur diouzh ar beure. Hervez ar C'hallaoued eo bet ijinet, diwezhatoc'h, gant Antoine Redier (1817-1892) e 1847.

Liamm diavaez kemmañ

Sellit ouzh ar ger Dihuner er
wikeriadur, ar geriadur frank.