Diktatouriezh ar broleteriezh

Diktatouriezh ar broleteriezh pe diktatouriezh ar broleterien eo ar bazenn ret tremen drezi a-benn sevel ar gomunouriezh hervez ar gelennadurezh roet gant Karl Marx ha Friedrich Engels da feizidi ar gomunouriezh.

Kumun Pariz e 1871 a oa, hervez Engels, kentañ pleustradenn ar gredenn e-barzh an dikatouriezh-se.

Hervez Bonreizh Rusia e 1918 (a-raok na vo anvet Unvaniezh soviedel) e oa o lakaat e pleustr diktatouriezh ar broleterien. Met tennet eo bet ar gerioù-se eus Bonreizh 1936.

Koulskoude ez eus bet kalz marksourien o lavaret ne oa an URSS nag un «Diktatouriezh ar broleteriezh» nag ur «stad a sokialouriezh», met un diktatouriezh war ar broleteriezh, hag a-wechoù ur vro a gapitalouriezh-stad.