Dilestradeg Alhucemas

Dilestradeg Alhucemas zo un dilestradeg soudarded spagnol e Maroko, en Al Hoceima (Alhucemas e spagnoleg, Biya pe Taɣzut e berbereg) d'an 8 a viz Gwengolo 1925. Ur bagad soudarded c'hall a oa ganto ivez. Da-heul e teuas dibenn Republik ar Rif.

Dilestradeg Alhucemas
landing operation
Rann eusBrezel ar Rif Kemmañ
Lec'hAl Hoceima Kemmañ
Daveennoù douaroniel35°14′50″N 3°55′56″W Kemmañ
Deiziad8 Gwe 1925 Kemmañ
Map
Dilestradeg arme Spagn e 1925 en Alhucemas.

Brezel ar Rif kemmañ

Gant feur-emglev Fes e 1912 e oa bet roet ar Rif da Spagn. E gwirionez ne weled soudard estren ebet er Rif.

E deroù 1921 e fellas d'ar jeneral Manuel Fernández Silvestre kas e arme di hag e 1921 e c'hoarvezas Emgann Annual ma voe pulluc'het an arme spagnol gant re Abd el-Krim. Goude an trec'h-se e teuas hini Monte Arruit (El Arroui, en arabeg) war Spagn adarre.

E 1925 e kouezhas Abd el-Krim war an arme c'hall, ma c'hoarvezas d'ar C'hallaoued evel d'ar Spagnoled en Annual.

Goude emgann Annual n'halle ket arme Spagn adc'hounit an dachenn kollet. Klask a rejod mirout ouzh kresk tachenn an emsaverein

An dilestradeg kemmañ

Dilestret e voe 13.000 soudard spagnol kaset eus Ceuta ha Melilla gant listri spagnol ha gall. E penn an oberiadenn edo Rener Arme Spagn, ar jeneral Miguel Primo de Rivera, hag e penn an arme dilestret en aod bae Alhucemas edo ar jeneral José Sanjurjo, dindanañ edo soudarded ar jeneraled a oa e penn brigadennoù Ceuta ha Melilla, Leopoldo Saro Marín ha Emilio Fernández Pérez. E-touez ofiserien an oberiadenn edo ar c'horonal Francisco Franco, a voe anvet da jeneral brigadenn goude an oberiadenn.

Bloavezhioù goude e voe studiet an dilestradeg-se gant ar jeneral stadunanat Dwight Eisenhower evit prientiñ e zilestradeg e Normandi.

Renerien an oberiadenn kemmañ

Arme Spagn kemmañ

  • Nerzhioù war zouar (war-dro 13.000 den):
 
Al lestr douger Dédalo, gwelet eus ur c'harr-nij gall d'an 08/09/1925, e bae Alhucemas.


  • Aernerzhioù (jeneral Soriano):
 
Al lestr hobregonet Paris er bloaz 1914.

Al listri gall kemmañ

  • Dindan an amirall Hallier:
    • 1 lestr-hobregonet: "Paris".
    • 2 vorreder: "Metz" ha "Strasbourg".
    • 2 lestr-tarzher: "Anammite" ha "Tonkinois".
    • 2 monitors avisos: "Reims" hag "Amiens"-
    • 1 lestr-stlej.
    • 1 batalhon troadeien morlu.
  • Aernerzhioù

Film kemmañ

Ur film zo bet savet gant skinwel Spagn (RTE) war-dro 1980, diwar-benn an dilestradeg.