Dinbych (Denbigh e saozneg, distaget [ˈdɛnbi]) zo ur gêr gozh e Sir Ddinbych, e Kembre. Kastell bihan eo ster an anv-lec'h ("din" = kreñvlec'h, kastell) ha kavout a reer meneg eus Dinbych evit ar wech kentañ en ur skrid eus 1211, dindan ar stumm "Dunbeig". Arabat kemmeskañ Dinbych, e hanternoz Kembre, gant Dinbych-y-Pysgod e mervent Kembre.

Tiez e Dinbych hag ar c'hastell.

Istor kemmañ

Ur c'hastell, Kastell Dinbych, a gaver war lez kêr. Er c'hreisteiz d'ar c'hastell-se e oa an hini kentañ, savet war douar Llywelyn ap Iorwerth, a brofas anezhañ d'e verc'h Gwenllian ; abalamour da se e voe graet anezhañ e-pad pell "Llys Gwenllian" (« Lez Gwenllian ») ha "Hen Ddinbych". Ur voudenn-gastell e oa[1],[2]. E 1283 e voe roet urzh gant Edouarzh I da sevel ur c'hastell nevez, an hini a weler e rivinoù bremañ.

Eisteddfod Genedlaethol kemmañ

Teir gwech eo bet aozet an Eisteddfod Vroadel e Dinbych : e 1882, 1939 ha 2001.

Tud brudet kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Dictionary of Place-names gan Hywel Wyn Owen a Richard MorganGwasg Gomer, 2008
  2. https://web.archive.org/web/20110710123617/http://homepage.mac.com/philipdavis/Welshsites/283.html

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.