Dione (merc'h Okeanos)

Dione (Διώνη / Diốnê e gregach), a oa un Okeanidenn, da lavarout eo ur verc'h da Okeanos ha Tethys.

Koulskoude, hervez mojennoù all, e vije bet merc'h da Gronos ha Gaia, pe Ouranos ha Gaia, pe Aither, ha mamm e vije bet da Amfitrite ha Dionysos.

Karet e voe gant Zeus, e wreg kentañ e oa, ha genel a reas an doueez Afrodite.

Hervez mojennoù all e oa gwreg Tantalos ha mamm Niobe ha Pelops.

Un templ a bouez a oa dezhi e Dodone, ma veze gwelet evel doueez an derv.