Un divuhez zo ul livadur ma ne weler netra vev, netra nemet traoù divuhez. Peurvuiañ e vez livet bleunioù pe frouezh, pe boued en un asied, evned lazhed, pesked.

Les Tournesols, gant Vincent van Gogh.
Jan Brueghel an Henañ (1568–1625), Bouquet (1599), Kunsthistorisches Museum, Vienna.

Istor kemmañ

Er XVIvet kantved e veze anv eus « cose naturali » (traoù naturel) gant al livour Giorgio Vasari evit ober meneg eus an traoù a veze livet gant Giovanni da Udine.
En Flandrez, war-dro 1650, e veze laret stilleven evit ober anv eus frouezh, bleunioù, pesked pe meuzioù servijet, implijet gant an Alamaned (« Stilleben ») hag ar Saozon (« still-life »), a vefe « buhez difiñv » e brezhoneg.
An droienn c'hallek « nature morte » zo bet krouet en Gall en XVIII vet kantved.

Darn eus ar c'hoshañ skouerioù a zivuhezioù a oa taolennoù gant bleunioù en amzer an Azginivelezh e Flandrez. Brudet eo divuhezioù Paul Cézanne ha Vincent van Gogh.