Don Giovanni de' Medici

Ur pennad Giovanni de' Medici zo ivez.

Don Giovanni de' Medici (Firenze, 1567 – Murano, 1621) a oa diplomat, condottiero ha tisavour italian.

Don Giovanni de' Medici.

Mab bastard e oa da g-Cosimo Iañ de' Medici, Dug-meur Toskana ha d'e serc'h Eleonora degli Albizi, hag anavezet e oa bet gant e dad.

Ganet e oa pemp bloaz goude marv e vreur Giovanni, ha roet e voe dezhañ e anv. Mont a reas da vevañ da Spagn hag eno e krogas da zeskiñ micher an armoù.

E 1598 e oa kannad Toskana e Madrid. E 1600 e oa Master of the Field en arme an Impalaer. E 1616–1617 e oa pennjeneral arme Republik Venezia.

Dimezet e oa da Livia del Vernazza, ha daou vab o doe:

  • Gianfrancesco Maria (1619–1689)
  • unan dalif, a varvas yaouankik.

Livour ha tisavour e oa Giovanni ivez, ha kenlabourat a reas gant Matteo Nigetti da sevel chapel an tiegezh Medici en iliz San Lorenzo e Firenze.

Paeron an arzoù kemmañ

 
Toenn Chapel ar Briñsed, San Lorenzo, Firenze

Don Giovanni a oa un tisavour anezhañ hag a zaremprede an arzourien. Eñ an hini a dresas Chapel ar Briñsed (Cappella dei Principi) en Iliz San Lorenzo, e Firenze. Daremrediñ a rae ivez tud commedia dell'arte, kenskrivañ a reas, etre 1612 ha 1621, gant ar gompagnunezh Confidenti, dreist-holl gant ar gomediañcherien Flaminio Scala ha Nicolò Barbieri, Beltrame e anv-micher.,


Notennoù kemmañ


Levrlennadur kemmañ