Ur pennad Dora zo ivez.

An Dora Riparia (Dueira en okitaneg) zo anv ur stêr en hanternoz Italia, e Piemonte, adstêr d'ar Po war e lez kleiz, ha 125 km hed dezhi.

An Dora Riparia e Condove
Red ar stêr Dora

Gerdarzh kemmañ

Dora

Eus anv latin ar stêr, Duria minor, en enep da Duria major (an Dora Baltea)[1]. Un dourredenn eo dòira e piemonteg.
Dreist al latin e teu dora eus ur wrizienn indezeuropek *dura / duria, a zo paot en Europa (gwelit anv ar stêr Douro e Portugal), er broioù keltiek dreist-holl.
Tabut zo avat a-zivout orin keltiek ar ger[2].

Riparia

Dont a ra eus anv ar froud Ripa, andon bennañ ar stêr Dora Riparia.

Adstêrioù kemmañ

Lez kleiz kemmañ

Lez dehoù kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. (la) Gaffiot. Kavet : 21-02-2021.
  2. (it) Dizionario di toponomastica — Stori e significato dei nomi geografici italiani, Torino, UTET, 2006, p. 296 (ISBN 978-88-02-07228-9)