Dug ar Franked a oa un titl roet da vare Rouantelezh ar Franked d'an eil pouezusañ den war-lerc'h ar roue. Kentañ dux Francorum zo bet a oa Pepin Herstal, goude bout trec'h en emgann Tertry en 687. E ziskennidi, Karl Martel, Pepin Grenn, ha Karloman a voe duged ivez. En 751 e teuas Pepin da vezañ Roue ar Franked goude bezañ bet dug.