Dugelezh Brabant a oa un dugelezh eus an Impalaeriezh Santel Roman, lec’hiet etre priñselezh Liège, kontelezh Namur, kontelezh Flandrez ha kontelezh Hainaut. En em astenn a rae en-dro da gêrioù Brusel, Antwerpen, Mechelen, Leuven, 's-Hertogenbosch ha Breda.

Kartenn eus dugelezh Brabant, e 1477

Istor kemmañ

War-dro 1085 e voe unanet kontelezh Leuven ha kontelezh Brusel dindan ren Herri III Leuven, da vont d’ober landgraviezh pe kontelezh Brabant. Gant an impalaer santel Friedrich I, lesanvet “Barbarossa” (barv ruz), e voe krouet an titl a zug Brabant e 1183. Hag Herri Iañ Brabant e voe an dug kentañ. Tamm-ha-tamm e kreskas domani an dugelezh, bihan en deroù, etre ar stêrioù Zenne ha Dender.

Goude Emgann Worrigen, e 1288, e voe unanet dugelezh Limburg ha dugelezh Brabant, hag e-pad pemp kantved war-lerc’h e voe duged Brabant o ren war an div zugelezh war un dro. Evel-se e teuas dugelezh Brabant da vezañ pinvidik, ken pinvidik ha dugelezh Flandrez e-kichen. E 1354 e voe roet ur garta frankizoù d’e sujidi gant an dug Yann III Brabant. E 1430 en em gavas dugelezh Brabant, evel dugelezh Limburg, e domani Fulup III Bourgogn. Diwar neuze e voe an dugelezh e-touez ar Seitek Proviñs.

Ar Seitek Proviñs-se, pe an Izelvroioù, a voe daouhanteret diwezhatoc’h : re ar c’hreisteiz a yeas d’ober an Izelvroioù spagnol, tra ma’z eas re an hanternoz d’ober Republik ar Seizh Izelvro Unanet. Evel-se e voe rannet Brabant ivez : goude Unaniezh Utrecht, e 1579, e voe emgannoù etre ar brotestanted ha galloud katolik Spagn. Goude Feur-emglev Westfalen (1648) e voe staget an hanternoz eus an dugelezh ouzh ar Proviñsoù-Unanet, tra ma chome ar peurrest en Izelvroioù ar c’hreisteiz (Izelvroioù aostrian).

E 1795 e voe aloubet an Izelvroioù aostrian gant armeoù an Dispac'h gall ha savet e voe departamantoù enno gant ar C’hallaoued : mont a reas kreisteiz Brabant d’ober an departamantoù Dyle ha Deux-Nèthes. Diwezhatoc'h, pa voe aloubet an Izelvroioù gant arme Napoleon, ez eas an hanternoz d'ober an departamant Bouches-du-Rhin. Goude Kendalc'h Vienna ha Feur-emglev Pariz e 1814 e teuas an hanternoz da vezañ proviñs Noord-Brabant e Rouantelezh Unanet an Izelvroioù. Abaoe 1830 eo bet ar c’hreisteiz e Belgia : al lodenn greiz a yeas d'ober proviñs Antwerpen hag al lodenn greisteiz a voe anvet proviñs Brabant. Rannet e voe proviñs Brabant Belgia e 1995 da reiñ Brabant Flandrez ha Brabant Wallonia, gant Brusel e-kreiz o tont da vezañ ur rannvro diouti he-unan, Rannvro Brusel-Kêrbenn.

Gwelet ivez kemmañ