Earthsea (Douarvor e brezhoneg) a zo ur bed-faltazi krouet gant Ursula K. Le Guin en he danevell "The Word of Unbinding" embannet e 1964. Dont a reas da vezañ brudetoc'h en he romant A Wizard of Earthsea embannet evit ar wech kentañ e 1968. Ar romantoù The Tombs of Atuan, The Farthest Shore, Tehanu ha The Other Wind a zo lec'hiet e Douarvor ivez.

Goloenn un embannadur eus A Wizard of Earthsea


Douaroniezh kemmañ

Ur bed meurvorioù hag inizi eo Douarvor : un enezeg bras kelc'hiet gant ur meurvor n'eo ket bet ergerzhet biskoazh. N'eo ket sklaer hag eñ ez eus douaroù arall daoust ma tave ar romantoù diwezhañ ouzh broioù "en tu arall d'ar c'hornôg" lec'h ma vev an aerouanted.

Ar ger "Enezeg" ne zave nemet da inizi ar c'hreiz, war-dro Havnor hag ar Mor Diabarzh. Strollet ez eo an inizi e pevar pellvro (kornôg, reter, su ha norzh) hag ar broioù Kargad, peder enezenn war-du ar biz ma vev ar gerged, ur bobl vrezelour gwenn he c'hroc'hen.

Pobloù ha sevenadurioù kemmañ

N'eo heñvel pobloù Douarvor ouzh pobl ebet eus an Douar, estreget e tachennoù boutin d'an holl sevenadurioù rakgreantel o zeknologiezh. Ur gevredigezh eus deroù maread an houarn ez eo Douarvor, war a seblant, daoust ma'z eo implijet an arem e kornioù-bro zo e lec'h ma'z eo ral an houarn.

Elfennoù zo eus sevenadur pobloù Douarvor a c'heller keñveriañ ouzh meur a bobl eus an Douar, avat. Evel pobloù eus Oseania pe eus riblenn ar Mor Kreizdouar eo liammet o doare-bevañ ouzh ar mor, hag ez eo tud an inizi brasañ kouerion kentoc'h.

Ne gaver enezeg ebet war an Douar damheñvel ouzh Douarvor. An enezenn vrasañ, Havnor he deus an hevelep ment ha Mindanao. Kalz bihanoc'h ez eo an inizi arall, hag e chomont kalz brasoc'h - ha tostoc'h an eil ouzh an eben - evit atolioù ar Meurvor Habask.

Klouar hag ingal eo hinad Douarvor. Kouskoude ez eo muioc'h disheñvel en inizi an norzh evel Gont pe Oskill. Eno ez eo yen hag erc'hek ar goañvioù. Er su e c'hell bezañ kalz tommoc'h an amzer.

Ur c'hroc'hen gell-du evel hini indianed Amerika en deus an darn vrasañ eus annezidi Douarvor. Teñvaloc'h ez int e pellovro ar Reter hag e Way met gant blev du ha reut evel tud Azia ar Su. Tud Oskill o deus ur feson tostoc'h da hini Europaiz ar c'hreiz pe ar reter dre m'o deus ar Garged blev melen hag ur c'hroc'hen sklaer. Ur sevenadur heñvel a-walc'h ouzh hini an Inkaed. Tud Hur-at-Hur, daoust ma'z in Karged ivez, a zo livet e The Other Wind evel ur bobl eus an derzerzh hag a ouel e vaouezed.

Estreget er broioù kargek e vez implijet ul lizherenneg "Runioù Hardek" hec'h anv. He natur n'eo ket sklaer. Hec'h anv a zamveneg ez eo tost ouzh ar runioù germanek met bez ez eus, war a seblant, miladoù anezho ar pezh a dostafe anezho eus ar sistemoù logografek evel hini implijet gant ar sinaeg.

Istor kemmañ

Anavezout a reer deroù ar bed dre ur varzhoneg a 31 gwerzenn : Krouidigezh Ea. Darn goshañ hengoun Douarvor eo. Livañ a ra penaoz e savas Segoy inizi Douarvor dre envel anezho er yezh wir.

Nebeut a draoù a ouzer a-zivout annezidi gentañ Douarvor met mojennoù a zamvenneg e furme an dud hag an aerouanted ur ouenn nemeti en amzer-hont. Gant o zemz e oant disrannet, avat hag, hervez hengoun Paln hag mojennoù kargek e voe un emglev etrezo : ar Vedurnan pe Verw Nadan. An aerouanted a resevas tirioù ar c'hornôg tra ma'z eas an enezeg d'an dud. Truchañ a reas ar re-mañ, avat. Anaoudegezh ar yezh wir a virjont ha skrapañ a rejont un darn eus tirioù an aerouanted da sevel rouantelezh ar re varv enno.

En inizi Enlad hag Ea e oa bet ganet rouantelezh Douarvor. Ne rene ket tout an enezeg ha posupl eo e vije bet rouantelezhioù arall hag a vije bet staget outi diwezhatoc'h. Pa greskas galloud rouaned Enlad e tilec'hias o c'hêrbenn da Havnor, an enezenn vrasañ, e kreiz an enezeg. Hogozik an holl Zouarvor a renent. Goude marv Erreth-Akbe e oa rannet ar rouantelezh en ur niver bras a briñselezhioù brezelour. An hini nemeti a anavezer eo rouantelezh Losen, a zalc'he reter ha su Havnor war-dro 600 met kalz muioc'h a oa.

E deroù ar marevezh-se e voe hogozik kollet arz an huderezh na dreuzveve nemet e lezioù an dierned a vrezel Goude ma oa bet diazezet Skol Roke hepken e wellaas an traoù. Kelennet e voe an huderezh adarre ha levezon ar pennvaj a beoc'haas un tammig an inizi. Ne voent adunvanet adarre nemet en amzer Ged.

Prantadoù pouezus istor Douarvor kemmañ

  • 650 : Diazeziñ a ra Ki-dour Skol Roke (The Finder)
  • 1013 : Ganedigezh Duny - anvet diwezhatoc'h Ged - e Dek Gwernenn, ur gêriadenn eus Gont
  • 1016 : Heleth and Aihal a sioul ur c'hrendouar e Gont (The Bones of the Earth)
  • 1017 : Ganedigezh Tenar e Entat, Atuan.
  • 1022 : Choazet e Tenar da vont da velegez ar Re Hep Anv. Arha eo-hi adanvet
  • 1025 : Aloubet eo Gont gant ar Garged. Faezhañ a ra Duny ur strollad brezelourien e Dek Gwernenn dre huderezh. Anvet eo Ged gant Aihal
  • 1026 : Mont a ra Ged da Roke evit studiañ huderezh
  • 1028 : En ur esaeañ gervel anaon Elfaran e tieub Ged ur spered eus an "nann-goulou", ar Skeud. Ar pennvaj Nemmerle a varv goude bet kaset kuit anezhañ. Gensher a zo choazet da gemer e lec'h.
  • 1031 : Dont a ra Ged da vezañ sorser ha mont a ra kuit eus Roke evit an Dek Enez ha Pevar Ugent. Eno e stourm ouzh an aerouant Yevaud e Pendor. Rediañ a ra anezhañ da brometiñ ne dago ket tud an inizi ken. Hemolc'het gant ar Skeud e tec'h da Lez an Terenon goude mont kuit da c'hGont.
  • 1032 : Ged a zispenn roudoù ar skeud betek pellvro ar reter. Distreiñ a ra ha dont da vezañ Mestr an Aerouanted (A Wizard of Earthsea, The Tombs of Atuan ha The Farthest Shore).
  • 1033 :Ged a ya da Atuan e lec'h ma kav gwalenn Erreth-Akbe. Dieubiñ a ra Tenar hag he c'has a ra da c'hGont lec'h ma ya da geneilez Ogion.
  • 1035 : Ganedigezh Irian
  • 1040 : Ganedigezh Lebanen
  • 1047 : Azver a zeu da Roke
  • 1052 : Mervel a ra Gensher. Da bennvaj ez a Ged. Asambles gant Thorion e faezh ar sorser foll Irioth (On the High Marsh)
  • 1053 : Mont a ra Flint, gwaz Goha (Tenar), da anaon
  • 1054 : Tenar a gav Tehanu devet ha kemer a ra anezhi da verc'h
  • 1057 : mont a ra Ged ha Lebanen betek pellvro ar c'hornôg da zizoleiñ perak emañ an huderezh o vont da get. Hemolc'h a reont Cob betek Selidor ha Ged a gloz an nor en doa digoret Cob etre tiriad ar re varv hag hini ar re vev. Koll a ra e galloud da-heul an dra-se, avat. Lebanen zo kurunet roue (The Farthest Shore). Distreiñ a ra Ged da c'hGont ha dont da vezañ mignon Tenar.
  • 1058 : Kalessin a nij betek Gont ha faezhañ a ra Erisen, unan eus kevreidi Cob en-doa klasket lazhañ Ged ha Tenar.
  • 1058 / 1066 (?) : Mont a ra Irian da Roke ha diskuliañ a ra he natur gwir war Roke Knoll (Dragonfly)
  • 1067 : Thol a drec'h ar Roue-Doue ha da roue uhel ar Garged ez a.
  • 1072 : ar briñsez gargek Seserakh a ya d'an enezeg da eurediñ gant Lebanen. Ur strollad aerouanted a dag Havnor. Kemmoù bras a c'hoarvez pan eo distrujet bro ar re varv hag frankizet hec'h annezidi.

Huderezh e Douarvor kemmañ

Ur sistem huderezh ispisial he deus ijinet Ursula K. Le Guin evit he bed. E kreiz buhez bemdeziek tout an dud en enezeg eo an huderezh. Tri seurt huderien zo war Zouarvor :

  • Ar sorserezed a vez disprizet gant ah huderien arall. Ar maouezed nemeto oc'h ober huderezh ez int.
  • Ar sorserien, huderien krenn o live a ra war-dro an huderezh pemdeziek. Un darn anezho o deus studiet e Roke met pas an holl. Kelennet ez eo ar re arall gant sorserien goshoc'h.
  • Ar vajed, huderien uhel o live. Ur vazh o-deus hag an holl o-deus studiet e Roke.

War mennozh ar gempouez eo diazezet an huderezh. E heson gant ar bed e tle bezañ an huderien, ar pezh a strisha o galloud. Ar re a fell dezho ren an natur dre an huderezh, evel Cob pe Geb, e lodenn gentañ eus A Wizard of Earthsea, zo en arvar da zegas gwallreuzioù. Dre c'hervel un anaon eo en-deus frankizet Ged ar Skeud ha he mestroniañ a c'hello nemet pa gomprenno eo-hi un darn anezhi a zle degemer.

Un huderezh dre gomz eo hini Douarvor. Un anv gwir en deus pep tra en Henyezh (a zo hini an aerouanted ivez). Oc'h implijout an anv-se e c'hell ar vajed gounit galloud war an traoù pe zoken an dud. Abalamour da se o deus darn vrasañ an dud daou anv : an hini gwirion a guzhont hag ul lesanv a implijont er vuhez pemdez. Ne c'hell ket an dud lavarout gevier en henyezh (er c'hontrol diouzh an aerouanted) ha dre gomz enni e c'hell ar vajed kemm an hollved hervez o youl.

Skol Roke kemmañ

Kreiz hud Douarvor eo Enez Roke ha gwarezet eo gant strobinelloù pouezus hag un avel hud a kas kuit hec'h enebourien. Meur a lec'h a challoud a zo eno, evel Roke Knoll pe ar c'hoadig peurfedus.

Gant Elehal ha Yahan eus Roke, ha Medra eus Havnor e oa aozet skol huderezh Roke. Fellout a rae dezho krouiñ ul lec'h ma c'hellfe an huderezh chom hep bezañ sujet d'an dierned a vrezel. Kreskiñ a reas buan betek ma yeas d'un doare gouarnamant a rene tout inizi Douarvor estreget an tirioù kargat. Ur wezh kemeret ar galloud gant Lebanen e kollas ar perzh-se, avat.

Er skol eo kelennet an huderezh gant nav mestr :

  • Mestr an Avel, a gelenn penaos kontroliñ an amzer
  • Mestr an Dorn, a gelenn penaos sevel touelloù
  • Merst ar Geot, a gelenn penaos louzaouiñ
  • Master Changer, a gelenn penaos cheñch stumm
  • Mestr Gervel, a gelenn penaos gervel
  • Mestr an Anvioù, a gelenn penaos e vez anvet an traoù ar yezh wir
  • Mestr Stummer, a gelenn ar ster
  • Mestr Kaver, a gelenn penaos kavout ar pezh a oa bet kollet
  • Mestr Porzhier, a evezh an nor hag a warez ar skol
  • Pennvaj, a vlein ar skol

Erlec'hiet e voe post Mestr Kaver gant hini Mestr Kaner gant ar pennvaj kentañ, Halkel. Hemañ a zifennas ouzh ar vaouezed da studiañ er skol.

Ar Vro Sec'h kemmañ

Rouantelezh ar re varv - ar Vro Sec'h - a oa krouet gant an dud goude ar ar Vedurnan pe Verw Nadan. Peurbad eo an noz enni ha daoust ma c'heller gwelout ar stered enni ne strinkellikont ket. Disheñvel eo ar steredegoù ouzh re bed ar re vev. Mont a rer enni dre dremen dreist ur voger vein izel war lein un duchenn. An anaon a gantre en tu arall o deus kollet tout o fromoù ha divarrek ez int d'anavezout an eil egile. E penn ar Vro-Sec'h edo ar Stêr Sec'h, hag en tu arall anezhi Menezioù ar Boan.

E The Other Wind e tesker e oa krouet ar Vro Sec'h gant majed a felle dezhe reiñ an divarvelezh da dud an enezeg. An hanter eus ar vro, "en tu arall eus ar c'hornôg", o doa laeret evit ober an dra-se. Pa glozjont ar voger ez eas da get kaerder ar vro. E pennad diwezhañ al levr eo distrujet ar vro-sec'h ha dieubet eo an anaon a oa enni.

An Aerouanted ha Mistri an Aerouanted kemmañ

En o zirioù eus ar c'hornôg emañ an aerouanted o chom peurliesañ met a-wechoù e nijont war-du an enezeg da gerc'hat boued pe teñzorioù. Ret eo neuze d'ar vajed o c'has kuit. E A Wizard of Earthsea e teu Ged a-benn da lakaat un aerouant da brometiñ ne dago ket mui an enezeg peogwir en deus divinet e anv.

An aerouanted n'int ket droug met kentoc'h amreol. Ne lakaont ket kemm etre ar mad hag an drouk hag arvarus eo o daremprediñ. Dañjerus eo sellout ouzh o daoulagad ha zoken Ged a ziwall a ober an dra-se. Sellet a reont ouzh an dud evel amprevaned berr o buhez met gallout a reont doujañ un nebeud anezho a-walc'h da gomz dezho.

E The Tombs of Atuan e c'houlenn Tenar digant Ged petra eo ur Mestr eus an Aerouanted. Respont a ra ez eo un den a gomz an aerouanted dezhañ, rak daou dra a c'hell an aerouanted ober gant an dud : o debriñ pe komz ganto. Arvarus eo da gomz gant aerouanted met talvouduz e vez, rak, o vezañ ma vevont pell-kenañ, e vezont fur-kenañ. An arouanted a gomz ar Yezh Wir, met, er c'hontrol d'an dud, galloud a reont lârout gevier enni.

Ar relijion e Douarvor kemmañ

Ne azeul tud an enezeg doue ebet met daveoù zo da "Henc'halloudoù an Douar", boudoù a oa anezho kent ma voe savet an inizi gant Segoy. E Tales from Earthsea e klever e komze ar vaouezed a c'halloud ganto gwechall. E marevezh Ged, avat, e kreder ez int drouk. En ur bed arall e vev darn vrasañ ar galloudoù-se. En a Wizard of Earthsea e tieub Ged ur "skeud" deuet eus ar bed arall-se pa glask gervel un anaon. Faezhañ a ra anezhi pa gompren eo-hi un darn anezhañ e-unan ha pa c'halv anezhi dre e anv dezhañ e-unan. Goude se e teu da vezañ un darn anezhañ. N'ouzer ket, avat, hag eÆ en doa krouet Ged ar skeudenn pe hag eñ en doa he liammet outañ e-unan hepken.

Menegiñ a ra al levrioù un nebeud Henc'halloudoù hag a zo o chom e Douarvor c'hoazh, en o zouez "Ar Re hep Anv" en Atuan, hag an Terrenon.

Er broioù karg e azeuler doueed. Ar re goshañ a zo "Ar Re hep Anv" a zo azeulet el "Lec'h" en Atuan. Evezhiañ a reont ur milendall dindan "Al Lec'h" ma ne c'hell den ebet kerzhout e surentez estreget ar Velegez Kentañ hag he spazhad. Choazet e vez ar velegez pa vez pemp bloaz. Pa dizh c'hwec'h vloaz e vez "debret" gant "Ar Re hep Anv" ha dont a ra da vezañ "Arha", ar pezh a dalvez "an hini zebret" e kargeg. Pa varv "Arha" ar velegezed arall a glask ur verc'h ganet en hevelep noz ma'z eo marvet "Arha". Ma vev ar poupig ha ma n'eo ket klañv kent tizhout c'hwec'h vloaz e varner ez eo "Arha" adc'hanet ha douget eo d'"Al Lec'h" da vezañ ar velegez kentañ nevez. An Arha diwezhañ a voe Tenar a zistrujas ar milendall gant skoazell Ged e The Tombs of Atuan.

An Doueed gevell Wuluah hag Atwah a seler oute evel mibien an "Henc'halloud". Doueed vrezelour ez int had ur saezh doubl eo o arrouez. O azeullec'h pennañ a oa kêr-Awabath kent ma oa aet da sez an Doueed-Roue. Bez ez eus un azeuldi gouestlet dezho el "Lec'h".

An Doueed-Roue a zo tud reizh, a ren ar broioù kargek eus Awabath. Bez ez eus un azeuldi gouestlet dezho el "Lec'h". An hini pinvidikañ. Kaset kuit eus ar galloud e voe ar Doue-Roue diwezhañ gant Thol eus Hur-at-Hur goude ur brezel diabarzh ha tec'hout a reas betek "Al Lec'h" ma voe lidlazhet gant ur beleg-spazhad.

Kanon eus Douarvor kemmañ

Danevelloù kemmañ

Romantoù kemmañ

Kronologiezh diabarzh kemmañ

Disheñvel eo ar gronologiezh diabarzh diouzh an urzh embannadur :

  • "The Word of Unbinding" (n'eo ket sur)
  • "The Finder"
  • "Darkrose and Diamond"
  • "The Rule of Names" (n'eo ket sur)
  • "The Bones of the Earth"
  • A Wizard of Earthsea
  • The Tombs of Atuan
  • "On the High Marsh"
  • The Farthest Shore
  • Tehanu
  • "Dragonfly"
  • The Other Wind

Douarvor er mediaoù arall kemmañ

Skingomz kemmañ

Produet he deus ar BBC un danevell-skingomz a div eurvezh a voe skignet war Radio 4 d'ar 26 a viz Du 1996. Judi Dench e oa ar c'honter ha Michael Maloney a c'hoarie roll Ged. Implijout a rae aktourien gant pouezh-mouezhioù lies da ziskouez rinoù an tudennoù. Da skouer, tudennoù a orin eus Pellvro ar Reter a gomze gant pouezh-mouezh Su Kembre.

Skinwel kemmañ

Er miz Kerzu 2004 e skignas Sci Fi Channel ur film diazezet war an daou romant kentañ eus an heuliad. Tremen a reas war M6 e 2005. Anvet Legend of Earthsea e sachas fulor ar "faned" peogwir Ged (ha darn vrasañ an tudennoù arall) a oa c'hoariet gant un aktour gwenn ha ma oa kalz tudenno na oant ket er romant. Kemmet e oa bet ivez natur relijion belegezed Atuan.

Ne gemeras ket perzh Ursula K. Le Guin er broduidigezh tamm ebet. Embannet he deus an evezhiadenn da-heul war he lec'hienn:

"Ne c'hellan nemet bamiñ ouzh faltazi an aotrou Halmi met c'hoant am bije bet en vije va hini ganti hec'h unan. En em c'houlenn a ran, ma vije bet lakaet ar film The Lord of the Rings da echuiñ gant Frodo o kemerout ar walenn hag o ren en un doare laouen goude se, gant an dud o deus filmet anezhañ, ha lâret e vefe e oa ar pezh a felle da Tolkien... Daoust hag e kredfe an dud e vijent bet feal d'al levr.

Anim kemmañ

War mitologiezh Douarvor eo diazezet film nevez Studio Ghibli : Gedo Senki — Tales from Earthsea. Renet e oa bet gant Gorō Miyazaki, mab Hayao Miyazaki. Nac'het he doa Ursula K. Le Guin e savfe Hayao Miyazaki ur film gant he levrioù met ar gwirioù he deus roet da Studio Ghibli peogwir e plije kalz o filmoù dezhi. War an trede levr eo diazezet ar film dreist-holl.


Gwelet ivez kemmañ

Inizi Douarvor