Eeltsje Hiddes Halbertsma

Eeltsje Hiddes Halbertsma (Grou, Boarnsterhim, 1797-1858) a oa mezeg ha skrivagner frizek eus an Izelvroioù. Gantañ e voe skrivet pozioù kan broadel Friz, De âlde Friezen.

Delwenn E.H. Halbertsma

Breur e oa Eeltsje Hiddes Halbertsma d’ar skrivagnerien Joast, Tsjalling ha Binnert. Goude studioù e skolioù-meur Leiden ha Heildelberg e labouras evel mezeg, adalek 1818, e Purmerend da gentañ hag e Grou, bro e gavell, da c'houde. Evel e vreudeur e oa troet gant adsav al lennegezh frizek. Ezel e voe eus ar Genootschap ter Beoefening van Friesche Geschied-, Oudheid- en Taalkunde (Kevredigezh frizat evit an istor, an hendraoù hag ar yezhoniezh) hag eus ar Selskip foar Fryske Taal- en Skriftekennisse (Breuriezh evit studi ar yezh hag al lennegezh frizek). Meur a levr a voe savet gantañ e frizeg er bloavezhioù 1830, 1840 ha 1850.

Liamm diavaez kemmañ