Hervez ar Bibl e oa Efraim (en hebraeg אפרים, a dalvefe "daou zigoll") unan eus mibien Yosef, mab Yaakov ha Rahel. Pa oa Yaakov war e dalaroù en Egipt e voe degaset dezhañ mibien Yosef evitañ d(o bennigañ[1]. Lakaat a reas Yaakov e zorn dehou war benn Efraim, an hini yaouankañ, ha n'eo ket war benn Menashe, an henañ daoust da Yosef.[2] en ur lavarout "Drezout e vennigo Israel gant lavarout 'Ra lako ac'hanout Doue evel Efraim ha Menashe!' en ur lakat Efraim a-raok Menashe"[3]. "Tad" ar meuriad a doug e anv a voe Efraim, unan eus galloudusañ meuriadoù Israel (sellout ouzh ar pennad Efraim (tiriad)).

Efraim
human biblical figure
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanEfrem Kemmañ
TadJozeb, mab Jakob Kemmañ
MammAsnat Kemmañ
Breur pe c'hoarMenashe Kemmañ
BugelSherah, Shuthelah, Beker, Tahan Kemmañ
Present in workGeneliezh 41, Geneliezh 46, Geneliezh 48, Isaiah 9 Kemmañ
Efraim gant Francesco Hayez, 1842-1844

Daveoù kemmañ

  1. Gn 48 ,1 ha 8-12
  2. Gn 48,1320
  3. troidigezh An Tour-Tan, levrenn 1, p50