Egbert Trier (war-dro 950 - 9 Kerzu 993) a oa arc'heskob Trier adal 977 betek e varv.

E vuhez kemmañ

Mab e oa Egbert da Thierry II, kont Holland. Skoliet e voe en Egmond hag e lez Brunon Köln. Da ganselour e voe anvet gant Otto II en 976.

Bloaz goude e voe anvet da arc'heskob Trier. En 984 e kemeras perzh en irienn Herri II Bavaria a-enep Otto, met adarre e tistroas gant Otto II goude bloaz.

Brudet e oa Egbert evel mignon d'ar skiantoù ha d'an arzoù. Ober a reas sevel ar Registrum Gregorii. Dezhañ e oa dediet Codex Egberti, savet e Reichenau.