Un alouber hag ur roue toukouleur e oa El Hadj Oumar Tall. Ganet e oa bet en Halwar, e Fouta-Toro (Senegal bremañ) e 1797 ha marvet e Degembere (tost da vBandiagara (Mali bremañ) e 1864. Gantañ e oa bet diazezet an Impalaeriezh toukouleur.

Etre 1820 ha 1836 e reas Oumar Tall ur birc’hirinded da vMekka. Eno e voe titlet El Hadj ha Kalif an disivoud Tidjania evit Soudan. Da gentañ e tistroas d’e vro c’henidik, Fouta-Toro. Goude-se ez annezas e Dingire e 1848, e Fouta-Djalon (Ginea bremañ), ma prientas an djihad (brezel santel). Meur a gorn-bro malinke a voe taget gant e arme, armoù skañv eus Europa ganti.

Pa oa o stourm enep arme drevadennel Frañs, e lakaas sevel un tata (kreñvlec’h) e Koniakary (war-hed 77 km er c’hornôg da gKayes. E miz Ebrel 1857 e tisklêrias ar brezel da rouantelezh Khasso ha lakaat ar seziz war kreñvlec’h Medina a voe dieubet gant strolladoù soudarded Louis Faidherbe d’an 18 a viz Gouere 1857.

Etre 1858 ha 1861 e tagas El Hadj Oumar Tall rouantelezhioù bambara Kaarta ha Segou. D’an 10 a viz Meurzh 1861 ez aloubas Segou a fizias bloaz war-lerc’h en e vab Ahmadou evit mont da dagañ Hamdallaye, kêr-benn Impalaeriezh peul Makina anezhi, a voe trec’het d’ar 16 a viz Meurzh 1862 goude tri emgann ma varvas ouzhpenn 70 000 a dud. Klask a reas aloubiñ Tombouktou neuze, hep dont a-benn eus e daol avat. Rediet e voe da repuiñ e mougevioù Degembere, tost da vBandiagara. Eno e varvas, lazhet gant tarzhadenn e bourvezioù poultr. Dont a raio e niz Tidiani Tall a-ziwar e lerc’h, ha hemañ a ziazezo an Impalaeriezh toukouleur e Bandiagara.

Un den mojennek eo El Hadj Oumar ivez, hag ijin ar bobl a grogas ennañ : meur a zanevell varzhus zo bet ha zo c’hoazh o redek-diredek diwar e benn. E Senegal e seller ouzh El Hadj Oumar Tall evel un harzer ; e Mali, hervez David Robinson, e vefe sellet outañ evel an argader a brientas aloubadeg Europa. Forzh penaos e chom bev an eñvor anezhañ e-touez an Haalpulared (norzh Senegal) ma vez lorc’h c’hoazh gant ar re a zoug an anv Tall, dreist-holl pa lavaront e tiskennont anezhañ.

Levrlennadur kemmañ

  • « La guerre sainte d'al-Hajj Umar Le soudan occidental au milieu du XIXème siècle » gant David Robinson (Moulladurioù Karthala)
  • « Le temps des marabouts Itinéraires et stratégies islamiques en Afrique occidentale française » (levr stroll) (Mouladurioù Karthala)