Elegy Written in a Country Churchyard

Elegy Written in a Country Churchyard ("Klemmgan skrivet en ur iliz er maezioù") zo ur varzhoneg saoznek savet e gant ar barzh saoz Thomas Gray (1716-1771) a-c'houde marv e vignon ar barzh Richard West.
Unan eus ar brudetañ barzhonegoù saoznek eo, gwelet evel merk deroù ar romantelezh.

Pajenn gentañ embannadur Robert Dodsley, skeudennaouet gant Richard Bentley
Thomas Gray, poltredet gant John Giles Eccardt, 17471748, National Portrait Gallery (Londrez)

Ar varzhoneg kemmañ

 
Dourlivadur gant William Blake, da skeudenniñ al lodenn gentañ

En ur vered emañ ar barzh o sellout en-dro dezhañ hag o venegiñ ar pezh a glev hag a wel en diabell : ar goukoug, ur labourer-douar oc'h arat.

E berr e tenn d'ur Memento mori hag e echu e doare ur c'h-Carpe diem.

Troidigezhioù kemmañ

E brezhoneg kemmañ

Troet eo bet an oberenn e brezhoneg e lodenn diwezhañ al levr L'ancien Vers breton, gant Emile Ernault, e rann diwezhañ al levr, titlet Deux autres poésies : "L'Elégie de Gray" ; "À la mémoire de Marguerite Philippe". E gwirionez eo teir zroidigezh zo eus klemmgan Thomas Gray :

  • unan e krennvrezhoneg (adal ar bajenn 50 betek 62), e gwerzennoù,
  • unan e galleg (adal ar bajenn 51 betek 63),
  • unan e brezhoneg a-vremañ (adal ar bajenn 64), e gwerzennoù.

E galleg kemmañ