Eleonore Aostria (1653-1697)

Eleonore von Österreich, en alamaneg Eleonora Aostria, (13 a viz Mae 1653 e Regensburg-17 a viz Kerzu 1697 e Vienna), a oa merc'h d'an Impalaer Santel Ferdinand III ha da Eleonora Maddalena Gonzaga-Nevers.

Eleonore Aostria (1653-1697)

He buhez kemmañ

Rouanez Pologn kemmañ

 
Eleonore Aostria
 
Michał Wiśniowiecki
 
Karl V LoreN
 
Arched Eleonore Aostria, Vienna, Aostria.

Goude ur bugaleaj sioul en un tiegezh karantezus e voe dimezet da 17 vloaz, evel ma oa ar boaz, hervez ezhommoù politikerezh an Impalaeriezh santel. Michał Wiśniowiecki, e oa ar pried dibabet. Hennezh a oa Roue Pologn ha Lituania. D'ar 27 a viz C'hwevrer 1670 e voe graet an eured, e manati Jasna Góra.

E Varsovia edo o chom, met ne c'hallas ket en em glevout gant he gwaz a oa lonker daonet, dic'houest d'ober bugale a-hervez, ha bugel ebet n'he doe.

Tri bloaz goude, e 1673, e varvas ar pried mezvier. Daou vloaz e c'hortozas an intañvez yaouank a-raok distreiñ d'he bro, da Vienna. Koulskoude a-hed he buhez e voe graet rouanez Pologn anezhi.

Dugez Loren ha Bar kemmañ

Pa voe distro da lez he bugaleaj en em gavas gant gwellañ mignon he breur impalaer, Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel. Hennezh a oa niz ha pennhêr Dug Loren ha Bar, Karl V Loren, hag a oa en harlu abalamour ma oa bet aloubet e vro dizalc'h gant armeoù ar roue gall Loeiz XIV. Karantez a savas etre an daou zen yaouank. Siwazh, penaos e c'hallje ur paourkaezh dug yaouank dizouar dimeziñ d'un arc'hdugez, rouanez ouzhpenn-se, c'hoar d'an Impalaer war ar marc'had?

Dimezioù kemmañ

Dimezet e voe div wech:

Goude marv ar roue d'an 10 a viz Du 1673 ha goude ma voe dilennet e warlerc'hiad, Johann III Sobieski, e tistroas Eleonore da Aostria.

He marv kemmañ