Elesbed Loren, pe Élisabeth Renée de Lorraine (1574-1635), a oa ur briñsez c'hall.

Elisabeth Renata von Lothringen
Masimilian Iañ hag Elisabeth Renata

Merc'h e oa da Charlez III Loren, ha da Claude de France (1547-1575). He zad a oa dug Loren, hag he mamm a oa merc'h d'ar roue gall Herri II.

En 1595 e timezas d'he c'henderv Masimilian I hogen bugel ebet n'o doe dre ma oa gaonac'h. Daoust da se en em gleve mat an daou bried. Lirzhin e oa en he yaouankiz, hogen tristaat a reas he doare gant an oad. Devodez e oa deuet Élisabeth da vezañ, ha gant ar relijion hag an oberoù a vadelezh e tremene ar braz eus hec'h amzer, rak karg politikel ne veze lezet ganti.

E deroù 1635 e rene ar vosenn ha mont a reas an Duged da repuiñ da vanati Ranshofen, tost da Braunau am Inn, e-lec'h ma varvas Elesbed d'ar 4 a viz Genver.

Pell amzer e voe klañv a-raok mervel. Buan ec'h addimezas hec'h intañv evit ober ur pennhêr d'e zugelezh.

Emañ he bez en iliz Sant Mikael e München. Lakaet e voe he c'halon hag he flugez en iliz Itron Varia Altötting.