Elio Di Rupo (ganet d’an 18 a viz Mezheven1951 e Morlanwelz) a zo ur politikour eus Belgia, e penn ar Strollad Sokialour gallek (PS). Etre miz Kerzu 2011 ha miz Gwengolo 2014 eo bet Kentañ Ministr Belgia.

Elio Di Rupo

Buhez kemmañ

Mab da enbroidi eus Italia eo Elio Di Rupo. Mervel a reas e dad e 1952, pa ne oa nemet bloaz ha desavet e voe gant e vamm. Graet en deus studioù uhel ha tapet un doktorelezh war ar gimiezh e skol-veur Mons-Hainaut.

Er bloavezhioù 1980 e krogas e vuhez politikour, e-barzh ar Strollad Sokialour. E 1982 e voe dilennet da vaer e Mons. E 1987 e voe dilennet da gannad evit pastell-vro Mons hag e 1991 e voe dilennet da senedour. Etre 1992 ha 1994 e voe ministr an Deskadurezh ha ministr ar C'hleweled e Kumuniezh C'hall Belgia. E 1994 e voe anvet e gouarnamant kreiz Belgia, da ves-kentañ ministr.

E 1999 e teuas da vezañ prezidant ar PS. E penn gouarnamant Wallonia e voe e-pad un nebeud mizioù e 1999, hag adarre etre 2005 ha 2007. Strivet en deus da glask gwellaat skeudenn diavaez Strollad Sokialour Wallonia, a oa hini ur strollad bet breinet e-pad bloavezhioù gant aferioù arc’hant amsklaer. E miz Gouere 2007 e oa bet addilennet Di Rupo e penn ar Strollad Sokialour gant 89,5% eus ar mouezhioù[1].

Embannet en doa ent-foran, e 2001, e oa heñvelrevour[2].

Da-heul ar votadeg a oa bet e Mezheven 2010 evit dilenn kannaded Belgia, e oa bet gwelet evel unan eus an dud a c’hallje mont da gentañ ministr Belgia, dre ma oa bet tapet kalz mouezhioù gant ar Strollad Sokialour er Gumuniezh c’hallek. N’eo nemet e miz Kerzu 2011, goude 540 devezh a gaozeadennoù etre ar strolladoù, e oa bet kavet un emglev ha savet ur gouarnamant, harpet gant 6 strollad ha renet gant Elio Di Rupo.

Notennoù kemmañ

  1. Sellout ouzh La Libre Belgique 12/07/2007
  2. Sellout ouzh Le premier «coming out» public d'un homme politique e-barzh La Libre Belgique, 25/04/2001

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.