Elisabeth Helene von Vieregg

Elisabeth Helene von Vieregg (1679 – 1704) a oa ur gontez danat, a orin alaman, ha dimezell a enor e lez Danmark. Serc'h e oa da gentañ, ha pried morganatek goude, d'ar roue Frederik IV, dre un dimeziñ divwregel.

Elisabeth Helene von Vieregg (1679 – 1704)
Frederik IV.

He buhez kemmañ

Merc'h e oa da Adam Otto von Vieregg til Weitendorff, eus Mecklenburg, bet ministr e Prusia, ha kannad prusian e Copenhagen, kêr-benn Danmark, eus 1698 da 1706.

Mont a reas Elisabeth Helene d'al lez evel dimezell a enor gant ar briñsez Sophie Hedevig af Danmark, merc'h d'ar roue. E 1699 e krogas he darempred gant ar priñs Frederik, a voe roueet er bloaz-se goude marv e dad. Dimezet e oa-eñ abaoe 1695 da Louise zu Mecklenburg.

Kuzh e oa o darempred met dizoloet e voe daou vloaz goude, e 1701, pa oa bet embannet ul lizher digant he zad, a-du gant o darempred.

D'ar 6 a viz Gwengolo 1703 e voe roet dezhi maner Antvorskov hag an titl a Gontez Antvorskov. E kuzh e timezas da Frederik, dimezet dija. An Iliz n'he devoa ket difennet an divwregiezh ouzh ar roue abalamour ma kaved lieswregiezh er Bibl e-touez ezhec'h veuran Hebreed.

Ur mab he doe, Frederik Gyldenløve (1704–1705), ha mervel a eure er gwentloù. Obidoù war an ton bras a voe graet dezhi gant ar roue Frederik.

Goude he marv e voe kemeret he lec'h e gwele ar roue gant Charlotte Helene von Schindel.

Bugel kemmañ

Ur mab he doe:

  • Frederik Gyldenløve (1704-1705), marvet da ur bloaz.

Pennadoù kar kemmañ