An emflourañ(Daveoù a vank), anvet ivez pitouchal[1], boloiñ[2], (eus boz), pe en em darlaskañ, masturberezh(Daveoù a vank), onanegezh[3] (diwar anv Onan), a zo un ober reizhel graet gant an den (paotr pe blac'h), gant e zaouarn pe gant c'hoarielloù reizhel, pa flour e-unan e organ embarañ, pe ur rann-gorf all, evit tizhout ar blijadur reizhel. Eus kenvasturberezh e komzer kentoc'h pa ra gant skoazell un den all, un doare neuze da virout a embarañ.

Satir o torloiñ e galc'h. Krater gresian eus ar VIvet kantved kent JK.
Ur gwaz o voloiñ (1928) - Taolenn :
Édouard-Henri Avril (1849-1928)

Kondaonidigezh kemmañ

 
Doare italianek levr Samuel Auguste Tissot.
 
Korfkenn da virout ouzh paotred da emflourañ, 1830.

Kemm zo bet en emzalc'h ar c'hevredigezhioù diwar-benn an emerotegezh. Er sevenadurioù diazezet war ar Bibl pe ar C'horan eo ur pec'hed bras[4]. Kondaonet eo bet an emflourañ gant an Iliz katolik, evel el levr L’Onanisme ou Discours philosophique et moral sur la luxure artificielle et sur tous les crimes relatifs, savet gant ar pastor Jean-Philippe Dutoit-Membrini[5] hag embannet e Lausanne, e 1760.

Medisined zo o deus bet embannet e c'halle degas kleñvedoù, evel ar Suis Samuel Auguste Tissot, en e levr L’onanisme. Dissertation sur les maladies provoquées par la masturbation[6], e 1785, ha korfkennoù a veze graet da virout ouzh ar baotred da c'hoari gant o c'horf.

Hiziv e vez embannet eo un ober reizhel ordinal ha par d'ar re all.

Onanegezh kemmañ

Onan zo un den meneget er Bibl hag a nac'h speriañ intañvez e vreur Er, en eneb d'an henvoaz. Gwelloc'h e kavas teurel e sper d'an douar eget ober ur bugel. Evit

Doareoù-ober kemmañ

 
Maouez oc'h emflourañ gant un ardivink

Boutin d'an holl emflourerien eo gwaskañ pe rimiañ an organoù embarañ gant ar bizied pe ouzh traezoù evel ur goubenner pe torchenn. Darn a blij dezho lakaat bizied pe traezoù all en o fraez, dorloiñ kalc'h pe kourzh gant ur fraoñverez.

Gant ar baotred kemmañ

Gant ar merc'hed kemmañ

Loened kemmañ

Un doare emflourañ a vez ivez gant ar marmouzien, hag ivez gant chas.(Daveoù a vank)

Lennegezh kemmañ

  • Meneget eo ar masturbiñ gant Balzac, Flaubert, Thomas Wolfe[7]. Testenioù zo diwar-benn Maupassant o vrabañsal diwar-benn e ampartiz da zorloiñ e galc'h[8].
  • Onan soit qui mal y pense, lavar meneget dre fent gant ar romantour gallek Hubert Monteilhet en e romant Les pavés du diable.
  • Er romant saoznek Portnoy's Complaint, gant Philip Roth, ez eus kaoz eus masturberezh, ken e fellas da bennadurezhioù Aostralia lakaat berz war al levr.

Levrlennadur kemmañ

  • Philippe Brenot, Éloge de la masturbation, Zulma, 2002. Gant ur c'heriaoueg hag ul levrlennadur berr[9].

Notennoù kemmañ

  1. Martial Ménard, Alc'hwez bras ar baradoz vihan, 1995, p.394.
  2. Martial Ménard, Op.cit., p.51.
  3. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, p. 943
  4. (en) Westheimer R, Lopater S. Human sexuality, second edition, Lippincott Williams & Wilkins, 2005.
  5. War a greder, pa n'eus anv ebet moullet war golo al levr
  6. Samuel Auguste Tissot — L'onanisme. Dissertation sur les maladies produites par la masturbation – 1785 – La Différence (1998) – ISBN 978-2-7291-0682-9
  7. http://www.slate.com/articles/arts/culturebox/features/2013/daily_rituals/balzac_and_sex_how_the_french_novelist_used_masturbation_to_fuel_his_writing.html
  8. Guy de Maupassant, gant Nadine Satiat. Flammarion, 2003.
  9. http://sexologie.blog.lemonde.fr/2013/09/15/eloge-de-la-m/