Emgann Chemin des Dames

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Emgann Chemin des Dames a zo un emgann ag ar Brezel-bed kentañ etre al Lu gall hag al Lu alaman ma klaskas ar C'hallaoued terriñ an talbenn alaman d'ar 16 a viz Ebrel 1917.

Emgann Chemin des Dames
Tamm eus Brezel-bed kentañ

Maread 16 Ebrel 1917 - 24 Here 1917
Lec'h etre Soissons ha Reims
Disoc'h trec'h alaman
Emgannerien
Bro-C'hall Impalaeriezh alaman
Pennoù-brezel
Robert NivelleErich Ludendorff
Niver a emgannerien
61 rann
7 rann marc'h
850 000 soudard
41 rann
16 650 pep unan
682 650 soudard
Kolloù
187 000 (marvet pe gloazet)163 000 (marvet pe gloazet)

An dachenn emgann kemmañ

 
Talbenn an Aisne e 1917

An dachenn emgann a oa ur skudell mein-raz. An Alamanted a oa eno abaoe miz Gwengolo 1914, amzer o devoa bet da brientiñ ha da doullañ an dachenn (Mougev an aerouant) pe da adimplij ar mengleuzioù. Ouzhpenn da-se o devoa bet toullet ribouloù etre al linennoù kentañ war an talbenn hag an adreñv, evit difenn kement-se e oa bet ouzhpennet toulloù mindrailherezioù e-leizh.

Abaoe staliadur an Alamanted ha bountadennoù-meur ar bloavezh 1915 e oa deuet da vezañ un dachenn sioul. An Alamanted a oa staliet war linenn ar c'hriboù, ar C'hallaoued war an diribin.