Emgann Gallipoli (1312)

Emgann Gallipoli a voe stourmet e fin ar bloavezh 1312 pe 1313, etre ar Serbed hag Impalaeriezh Bizantion en un tu, hag an Durkopoled (a reer Turked anezho ivez) renet gant Halil Pasha, evit an tu enep. E-pad daou vloaz, Trakia a oa bet e dalc'h Halil Pasha (pe Halil Edje). Trec'het garv e voe an Durkopoled.