Emgann Harpers Ferry

Emgann Harpers Ferry (saozneg:The Battle of Harpers Ferry) a voe stoumet etre an 12 hag ar 15 a viz Gwengolo 1862. Ul lodenn e oa eus Kampagn Maryland e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Lu ar jeneral kengevreet Robert E. Lee en doa aloubet Maryland, ul lodenn eus al lu renet gant ar major jenral Thomas J. "Stonewall" Jackson a gelc'hias, a vombezas, hag a brizonias ar gwarnizon eus an Unaniezh en Harpers Ferry (Virginia) (West Virginia hiziv-an-deiz). Un trec'h bras e oa bet, gant kolloù dister.

Harpers Ferry e 1865

Pa oa Lee gant e Army of Northern Virginia o vont etrezek traoñienn ar Shenandoah Valley e Maryland, en devoa graet e soñj da dapout gwarnizon Harpers Ferry evit gwareziñ e linennoù pourveziñ betek Virginia. War e lerc'h e oa ar major jeneral George B. McClellan gant e Army of the Potomac, un hanter greñvoc'h. En desped da-se ha gant riskl bras e voe choazet gant Lee rannañ e nerzhioù e daou. Ul lodenn evit tagañ gwarnizon Harpers Ferry hervez tri hent disheñvel. Ar c'horonal Dixon S. Miles, penn an Union Army en Harpers Ferry, en doa roet urzhioù strizh evit ma chomfe darn eus e nerzhioù nepell diouzh kêr e-serr bezañ staliet war an uhelennoù. An difennoù treut en uhelderioù, al lec'h strategel pouezusañ, Maryland Heights, a oa bet taget gant ar re gengevreet d'an 12 a viz Gwengolo, ne oa bet nemet emgannoù bihan. Tagadennoù gwirion div vrigadenn gengevreet a voe d'an 13 a viz Gwengolo ha bountet e oa bet buan an nerzhioù Unanet eus an uhelderioù.

A-fed niver a brizonidi stadunanat ez eo an niver uhelañ en un emgann en istor vilourel ar vro goude hini Emgann Bataan e 1942 e-pad an Eil Brezel-bed[1].

Notennoù ha daveennoù kemmañ