Emgann Iwo Jima zo unan eus emgannoù brudetañ an Eil Brezel-bed war Talbenn ar Meurvor Habask, etre an 19 a viz C'hwevrer betek ar 26 a viz Meurzh 1945, e-pad an Eil Brezel-bed. Douarañ a reas ar Marines en Enez-Iwo Jima ha stourm a rejont krog-ha-krog gant Arme Impalaeriezh Japan evit he c'hemer. Aloubadeg arme ar Stadoù-Unanet, lesanvet Operation Detachment, a oa bet karget da gemer an enezenn gant he daou aerborzh evit adimplijout anezho a-benn bombezenniñ enezeier pennañ Bro-Japan.

Emgann Iwo Jima
Tamm eus Brezel ar Meurvor Habask
(Eil Brezel-bed)

Marines stanket war an aod dindan tennoù ar japaniz o tont
eus ar Menez Suribachi er foñs.
Maread 19 a viz C'hwevrer – 26 a viz Meurzh 1945
Lec'h Iwo Jima
Impalaeriezh Japan
Disoc'h Trec'h an Amerikaned
Emgannerien
Stadoù-Unanet Amerika Impalaeriezh Japan
Pennoù-brezel
Morlu ar Stadoù-Unanet:
Chester W. Nimitz
Raymond A. Spruance
Marc Mitscher
William H. P. Blandy
U.S. Marine Corps:
Holland M. Smith
Harry Schmidt
Graves B. Erskine
Clifton B. Cates
Keller E. Rockey
Arme-zouar Impalaeriezh Japan:
Tadamichi Kuribayashi 
Takeichi Nishi 
Sadasue Senda 
Morlu Impalaeriezh Japan:
Rinosuke Ichimaru 
Niver a emgannerien


Unvezioù an arme-zouar:

Unvezioù an aerlu:

Unvezioù ar morlu:
  • Pempvet flodad SUA
  • Bagad ergerzhout (TF 51)
  • Bagad harp mor ha douar (TF 52)
  • Bagad argad (TF 53)
  • 31vet Batailhon saverezh ar morlu
  • 62vet Batailhon saverezh ar morlu
  • 133vet Batailhon saverezh ar morlu
  • UDTs 12, 13, 14, ha 15
  • 20 530–21 060 soudard[2]
  • 23 tank[3]
  • 438 pezh kanol
  • 33 kanol arvor
  • 69 kanol eneptank
  • ~300 kanol enepkirri-nij[4]

  • Unvezioù an arme-zouar:
    Unvezioù ar morlu:
    Unvezioù harp ouzhpenn ha Kamikaze
    Kolloù
    * 27071 den kollet * 17 845–18 375 den lazhet pe kollet[2]
  • 216 prizoniad[2]
  • ~3000 den kuzhet[11]
  • Kreñvaet e oa linnennoù ar Japaned en un doare pounner, gant ur rouedad stank a vunkerioù, lec'hiadurioù kanolierezh kuzhet, ha 18 km garidennoù[12]. Harpet e oa ar bagadoù amerikan war an douar a-hed an emgannoù gant un niver bras a ganolioù ha derc'hel a raent an oabl a-drugarez d'o morlu ha da nijerien ar morlu[13]. E-pad ar pemp sizhunvezh emgann e voe lod eus stourmoù gwadekañ ha taerañ Talbenn ar Meurvor Habask.

    Niver ar Japaned marv war an dachenn a oa teir gwezh brasoc'h evit niver an Amerikaned, met evit ar wech kentañ en holl emgannoù ar Meurvor Habask, e oa uheloc'h niver hollek an Amerikaned tizhet (marvet ha gloazet) evit hini ar Japaned[14]. Diwar an 21 000 soudard eus Bro-Japan en Iwo Jima e deroù an emgann, ne oa kemeret nemet 216 prizoniad, en o zouez lod hag a oa kemeret abalamour ma oant faganet pe gloazet en un doare grevus[15]. Lazhet e oa ar pep brasañ eus ar peurrest e-pad an emgannoù, met jedet eo bet e kendalc'has war-dro 3000 anezhe da stourm er rouedad kevioù e-pad meur a zevezh war-lerc'h a-raok mervel diwar o gloazioù pe kodianañ sizhunvezhioù diwezhatoc'h[16][17]. Daoust d'an emgannoù ha d'ar c'holloù bras diouzh an daou du, asur e oa trec'h an Amerikaned abaoe ar penn kentañ. Abalamour d'an niver brasoc'h a soudarded amerikan, d'o armoù a oa gwelloc'h ha d'o mestroni eus an oabl, ha dre ma ne oa ket Japaniz evit en em dennañ nag evit resev soudarded fresk, ha gant ar bihan e oa o fourvezioù boued ha dafar, ne oa ket Japaniz evit gounit an emgann-se[18].

    Abalamour d'ar c'holloù ramzel e voe kavet abeg en emgann er Stadoù-Unanet Amerika. William V. Pratt, bet e penn an operasionoù war vor, a zisklêrias e oa diezhomm an enezenn d'an arme evel bazenn ha diezhomm d'ar flodad evel porzh[19]. Kenderc'hel a reas ar Japaned da vezañ berzet eus argadoù an Amerikaned a-drugarez da radar Enez-Rota, na voe ket aloubet biskoazh, ha ne voe ket graet hogozik gant an nijvaoù[20]. Ar skiant prenet a-drugarez d'an emgannoù a oa bet a-raok en enezennoù ar Meurvor Habask a c'halle lakaat unan da soñjal e vefe difennet mat Iwo Jima hag e vefe kolloù bras. Implijet e voe an enezenn memestra gant ijinourien an Navy, ar Seabee, a savas eno peadra da adpakañ kirri-nij an USAAF ar B-29 mac'hagnet. En holl, 2251 B-29 a zouaras en Iwo Jima e-pad ar brezel "Iwo To Japan"[21]. Ar skrivagner J. Robert Moskin a gont 1191 kefridi da ambrougañ kirri-nij all ha and 3081 argadenn a loc'has diouzh Iwo Jima e-pad ar brezel a-enep Bro-Japan[22]

    Luc'hskeudenn Associated Press gant ar banniel amerikan savet e krec'h ar Menez Suribachi gant c'hwec'h Marines a zeuas da vezañ ur skeudenn vrudet eus an emgann hag eus ar striv brezel amerikan er Meurvor Habask[23].

    Er sevenadur kemmañ

     
    Lec'h Iwo Jima er Meurvor Habask

    Filmoù kemmañ

    Levrlennadur kemmañ

    • (1982) Iwo Jima. New York : Bantam Books. ISBN 0-553-22622-3. 
    • Quinlan, O'Neill P. (February 1948). "New Tanks for Old!". U.S. Navy Civil Engineer Corps Bulletin. Vol. 2, no. 15. BuDocks, Deptarment of the Navy. pp. 51–53. Archived from the original on 10 April 2021. Retrieved 12 July 2021.
    • (2019) Investigating Iwo: The Flag Raisings in Myth, Memory & Esprit de Corps. Marine Corps History Division. ISBN 978-1732003071. Patrom:PD-notice
    • To the Shores of Iwo Jima, U.S. Government Office of War Information, 1945
    • Toland, John (2003). The Rising Sun: The Decline and Fall of the Japanese Empire, 1936-1945. Random House. ISBN 978-0-8129-6858-3. 
    • U.S. Army Japan, HQ G3, Japanese Monograph No. 45, "History of Imperial General Headquarters, Army Section (Japanese Monograph No. 45), p. 257, U.S. Army Japan, Foreign Histories Division, diellaouet eno.
    • U.S. Army, Far East Command, "Operations in the Central Pacific" (Japanese Monograph No. 48), Office of the Chief of Military History, Washington, D.C., diellaouet eno
    • United States Fleet, Headquarters of the Commander in Chief, Amphibious Operations, Iwo Jima, 1945, Washington D.C.
    • Unmacht, George F. (April 1948). "Flame Throwing Seabees". Proceedings. Vol. 74, no. 342. Annapolis, Maryland: United States Naval Institute. pp. 425–427. Archived from the original on 18 February 2020. Retrieved 22 August 2020.
    • Wheeler, Keith (1979). The Road to Tokyo, World War II. Alexandria, Virginia : Time-Life Books. ISBN 0-8094-2540-8. 
    • Wright, Derrick (2004). Iwo Jima 1945: The Marines Raise the Flag On Mount Suribachi. Oxford : Osprey Publishing. ISBN 0-275-98273-4. 

    Notennoù kemmañ

    1. Morison, 1960, p. 68
    2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Burrell, 2006, p. 83.
    3. Taki, "The History of Battles of Imperial Japanese Tanks" Diellaouet eno, 2016
    4. Crumley, 2012, p. 148 : "The total breaks down as follows: 361 artillery pieces of 75 mm caliber or larger, 12 spigot mortars (320 mm), 65 medium and light mortars, 33 naval guns, 94 anti-aircraft guns of 75 mm or larger, 200+ anti-aircraft guns of 20 mm or 25 mm, and 69 anti-tank guns of 37 mm or 47 mm caliber."
    5. Morison, 1960
    6. En o zouez 539 martolod a oa lazhet ha 492 gloazet e-pad tagadennoù eus Japaniz dre an aer ouzh al listri brezel.
    7. Kollet e oa ar pep brasañ eus an dud-se e-pad an abadennoù "naetaat" goude fin an emgannoù bras e miz Meurzh. 20 soudard eus ar 147vet a oa lazhet pe kollet ivez, koulz hag an 21 nijer eus an USAAF a oa lazhet e-pad an emgann. Hervez an danevell ofisiel embannet goude gant an US Army Garrison Force,a gemeras kontroll Iwo Jima digant ar Marines, ar 147vet rejimant troadegiezh, e-pad e abadennoù "naetaat" eus an 21 a viz Meurzh d'ar 26 a viz Gouere 1945 a lazhas 1602 Japanad hag a gemeras 867 prizoniad. Ne gonter ket amañ an niver bras a soudarded a varvas er c'hevioù ha na voent ket kavet biskoazh.
    8. Coox, Naisawald, 1954, Taolenn 1
    9. USN Overseas Aircraft Loss List February 1945. Aviation Archaeological Investigation & Research.
    10. USN Overseas Aircraft Loss List March 1945.
    11. Toland, 2003, p. 669 : "Kalz anezhe a varvfe diwar o gloazioù, kleñvedoù, a vefe lazhet en abadennoù naetaat, pe a godianfe diwezhatoc'h. Ar strollad soudarded japanat diwezhañ a godianas en Iwo Jima er greas e 1949."
    12. "... Difennerien Iwo a ziorroas [gwellaenn ar c'hevioù naturel] evel ur skiant. Abalamour d'ar pouezus ma oa lec'hiadurioù dindandouar e oa gouestlet 25 dre gant eus ar gwarnizon da gleuzañ garidennoù. Mont a rae ment ar lec'hiadurioù savet dindan douar eus kevioù bihan evit un nebeud soudarded da veur a gambr dindandouar gouest da zegemer 300 pe 400 den. Evit mirout ouzh ar soudarded d'en em gavout bac'het en unan eus ar c'hleuzadennoù-se e oa aozet toulloù niverus da vont ha da zont evit ar c'hambroù dindandouar, kouz ha skalieroù ha trepasoù etreze. ... Diribin norzh ar Menez Suribachi e-unan a oa ennañ meur a viliad metr garidennoù. Pa zouaras ar Marines en Iwo Jima, ouzhpenn 11 lev garidennoù a oa bet aozet." Garand, Strobridge, 1971, pp. 455–456
    13. "Carriers Hit Tokyo !", Universal Newsreel, 19 a viz Meurzh 1945, 2012. Diellaouet eno
    14. O'Brien, Cyril J.. Iwo Jima Retrospective.
    15. Burrell, 2006, p. 83
    16. Burrell, 2006, p. 83
    17. Toland, 2003, p. 669
    18. Lewis, 2007, p. 59
    19. Pratt, William V. (2 April 1945). "What Makes Iwo Jima Worth the Price", Newsweek, p. 36. 
    20. Joint War Planning Committee 306/1, "Plan for the Seizure of Rota Island," 25 January 1945.
    21. Iwo To Japan. 506th Fighter Group.
    22. Moskin, 1992, p. 373
    23. Landsberg, Mitchell. "Fifty Years Later, Iwo Jima Photographer Fights His Own Battle".