Emgann Jengland (anvet ivez Jengland-Beslé, Beslé ha Grand-Fougeray e galleg) a oa c'hoarvezet d'an 22 a viz Eost 851 e Felgerieg-Veur etre ar Franked, renet gant an impalaer Karl Voal, hag ar Vretoned renet gant Erispoe, roue Breizh. Aet e oa an trec'h a-grenn gant arme ar 1 000 soudard brezhon war ar 5 000 soudard frank (etre 4 000 ha 6 000).

Emgann Jengland
Maread 22 a viz Eost 851
Lec'h Jengland Breizh
Disoc'h Trec'h peurglok Erispoe
Emgannerien
Dugelezh Breizh
Karl Voal
Pennoù-brezel
Erispoe
Karl Voal
Niver a emgannerien
1000 soudardetre 5000 ha 6000 soudard
Kolloù
Dianav (izel)Dianav (uhel)

Kenaroud kemmañ

En desped da vezañ bet sinet un emglev peoc'h etre Karl Voal ha Nevenoe en 846, ar Vretoned a gendalc'he ergerzadennoù brezel. Nevenoe a c'hortozas 849 evit argadiñ da vat. Klask a ra ma vije ur rouantelezh dieub eus Breizh dishual diouzh ar Franked. Setu perak e ro lamm d'an eskibien leal da Garl Voal gant ar rebech a simoniezh evel Landran II, arc'heskob Tours. Erlec'hiet int gant eskibien leal da Vreizh evel Gislard en Eskopti Naoned ha goude-se Gwenrann pe Courantgwen evit hini Gwened).

Feur-emglev Angers kemmañ

Goude an emgann e voe sinet feur-emglev Angers, e miz Gwengolo 851, ha drezañ e voe nevezet an darempredoù etre Brezhoned ha Franked, ma voe anavezet Erispoe evel roue Breizh gant Impalaer ar C'hornôg .

Hervez Bloazdanevelloù Saint-Bertin "Erispoe, mab da Nevenoe", a resevas, e kêr Angers, arouezioù ar rouaned ha kontelezhioù Roazhon, Naoned ha Raez.