Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Emgann Naulila, a enebas Portugiz ouzh an Alamaned, a c'hoarvezas d'an 18 a viz Kerzu 1914, en Angola, un drevadenn da Bortugal, e-pad ar Brezel-bed kentañ (1914-1918).

Plakenn alamanek e koun Emgann Naulila.
Trevadennoù alaman en Afrika e 1913.

Krog e oa ar brezel en Europa e miz Eost 1914, met c'hoarvezout a reas ivez en Afrika. En trevadennoù saoz, Suafrika, Rodezia (Zimbabwe hiriv) ha Bechuanaland (Botswana hiriv), e voe savet armeoù a-enep trevadenn Mervent Afrika alaman (Namibia bremañ), ma ne oa nemet ur 5 000 soudard bennak dirak ouzhpenn 60 000 a enebourien armet. Daoust da se e konte an Alamaned war emsavadeg Boered Suafrika a-enep ar Saozon, ha neptuegezh Portugaliz Angola.

En norzh d'an drevadenn alaman-se edo Angola, unan eus trevadennoù Portugal. Eno e oa sioul an traoù da gentañ, rak neptu e oa Portugal e deroù ar brezel.

Ne oa ket c'hoant d'an Alamaned da glask tabut ouzh Portugal met buan e troas fall an traoù. Adalek ar 25 a viz Eost 1914 e voe kaset soudarded alaman eus Reter Afrika (Tanzania hiriv) da dagañ post-harzoù Maziua e Mozambik, trevadenn vras all Portugal, ma voe lazhet an ofiser e karg ha devet an tier-plouz tro-dro.

Liammoù diavaez kemmañ