Ur pennad Emgann Pavia zo ivez.

En emgann Pavia pe seziz Pavia e 476, e oa ar jeneral roman Flavius Orestes, tad an impalaer Romulus Augustus, o tifenn kêr dirak arme ar jeneral Odovacer.

Odovacer a gemeras Pavia, hag a lazhas Orestes. Un toullad mizioù goude ar seziz e tiskaras Romulus, diwezhañ impalaer ar C'hornôg, hag e kasas da Gergustentin an arouezioù impalaerel. Ne fellas ket dezhañ bezañ kenimpalaer, kemer a reas an anv a rex gentium, da lavarout eo Roue Italia, a voe anavezet gant Zenon, impalaer roman ar reter.