Emgann Stalingrad a zo bet un emgann drastus e-pad an Eil brezel bed adalek ar 17 a viz Gouhere 1942 betek an 2 a viz C'hwevrer 1943 etre al Lu Ruz (Soviediz) eus un tu hag an armeoù alaman, italian, rouman ha kevredidi all (An Ahel), eus an tu arall.

Emgann Stalingrad
Tamm eus Eil Brezel-bed Talbenn ar Reter
Plan an dagadenn alaman war Stalingrad
Plan an dagadenn alaman war Stalingrad

Plan an dagadenn alaman war Stalingrad
Maread 17 a viz Gouhere 1942 - 2 a viz C'hwevrer 1943

(6 miz, 1 sizhun ha 3 devezh)

Lec'h Europa ar reter
Disoc'h Koll strategiel gant an Trede Reich. Trec'h meur gant al Lu Ruz o welet ar 6vet lu alaman distrujet.
Emgannerien
An Ahel:
Trede Reich
Roumania
Italia
Hungaria
Kroatia
URSS
Pennoù-brezel
Adolf Hitler
Friedrich Paulus
Erich von Manstein
W.F. von Richthofen
Petre Dumitrescu
C. Constantinescu
Italo Gariboldi
Gusztáv Jány
Viktor Pavičić
Jozef Stalin
Georgy Zhukov
Nikolay Voronov
A.M. Vasilevsky
Andrey Yeryomenko
Nikita Khrushchev
K.K. Rokossovsky
Nikolai Vatutin
Vasily Chuikov
Niver a emgannerien
Nerzh diazez 270 000 soudard

500 tank
600 karr-nij, 1600 e-kreiz miz Gwengolo

3000 pezh-kanol
187 000 soudard

400 tank
300 karr-nij brezel

2 200 pezh-kanol
Kolloù
728 000 soudard

400 000
114 000
109 000
105 000

900 karr-nij
1500 tank

6000 kanol
1 129 619 soudard (478 741 lazhet pe steuziet

650 878 gloazet pe klañv)


2769 karr-nij
4341 tank

15728 kanol

En-dro da gêr Stalingrad (Volgograd bremañ), e c'hoarvezas an emgann-se, unan eus ar re lazhusañ en Istor (tost d'ur milion a dud lazhet, 750  000 soudard, ha 250 000 trevour). Cheñch a reas mik doare ar brezel war Talbenn ar Reter, pa voe ar c'holl bras kentañ eus an arme alaman. Gronnet da heul enebargad ar Soviediz e rankas an Alamaned en em zaskoriñ. Un trec'h psikologel bras e voe ivez.

Pal an emgann a oa da zigentañ da dapout buan petrol ar C'haokaz met pa voe talet nerzhioù an Trede Reich e kêr Stalingrad e teuas da vezañ ur stourm evit ar gêr.

An emgann berr-ha-berr kemmañ

 
Kirri hobregonet Alaman (SdKfz 251 er c'hentañ plan) o vont gant hent Stalingrad

D'an 28 a viz Even 1942, an Trede Reich a ro lañs d'an eil argadenn veur en URSS, graet e voe oberiadur brezel Fall Blau eus kement-mañ. Ar pal a oa da dapout petrol a C'haokaz.

A-benn difenn kostezenn norzh an dagadenn, an talbenn a ranke bezañ diazezet war daou stêr-veur: an Don hag ar Volga. Stalingrad a zo lec'hiet lec'h ma vez an nebeutañ a hent etre an daou stêr-veur. Ouzhpenn da-se ez eo ur greizenn sevel armoù hag un neud kehentiñ ha dezougen evit an trenioù hag ar bigi.

Ma vefe tapet ar gêr e vefe troc'het naet an hentoù dezougen brasañ norzh-su eus an URSS (dreist-holl a-fed ul lod eus ar sikourioù amerikan a dremene dre ar Volga[1] ).

O welet an nerzhioù tagañ o vont bliv, an Alamanted a choaz da vont fonnusoc'h gant an dagadennn war-zu ar C'haokaz dre ar su evit reiñ harp d'an dagadenn war-zu ar Volga er reter. Ar pouez o vezañ lakaet war pourvezi soudarded ar C'hoakaz, an argadenn war-zu Stalingrad a zo gwanaet. Dre-se e voe amzer a-walc'h gant ar Soviediz da adsevel o linennoù difenn ha da zegas nerzhioù harpañ d'an talbenn.

Argadenn alaman an hañv 1942 kemmañ

Dre ma oa bet riset an nerzhioù alaman[2], ne oa ket tu ken da gas un argadenn hollek. An Oberkommando der Wehrmacht (Pennoù meur al lu alaman) a zivizas neuze da gas un argadenn war un dachenn bihanoc'h ha war un dachenn dic'hortoz d'an enebour, setu perak ne voe ket taget Moskov.

Ar steuñv divizet a voe neuze ar plan glas pe oberiadur brezel Fall Blau: un dagadenn dre su an URSS gant ar pal pennañ da dapout petrol ar C'haokaz.

Ar steuñv diazez kemmañ

 
Soudarded an troadegiezh Alaman e-kichen un tank rusian (T-34) distrujet war o hent da Stalingrad

Ar steuñv diazez a oa anvet dindan an anv « Urzh 41 » gant an deiziad d'ar 5 a viz Ebrel 1942 a choaz un dagadenn veur rannet e 4 pazenn o tegas an talbenn eus an Donetz etrezek an Don (200 km war-zu ar reter) hag o vont gant un hent rannet eus an norzh etrezek ar su.

An trede pazenn a wele nerzhioù tag ar gevrent hag a oa o vont gant hed ar ster Don adalek Voronej gant an nerzhioù tag ar reter o tagañ adalek Taganrog war aodou ar mor zu. Lakaet e oa bet anat ar pal da « dizhout kêr Stalingrad, pe d'an nebeutañ da lakaet ar gêr war hed-taol hor armoù ponner, efin ma vefe distrujet mik evel kreizenn sevel armoù ha neud kehentiñ. »

Un dachenn emgann dianav kemmañ

 
24 Panzer-Division e Stalingrad 15 a viz Gwengolo 1942

Endroadur an argadenn, a gas an Alamaned dres dirak kêr Stalingrad. Rediet int evit ar wech kentañ da dagañ ur gêr veur a-dal, ar gudenn a zo ar Soviediz o deus difennet mat an dachenn. An talbenn a vez ledet war 50 kilometrad eus an norzh betek ar su met ne ra nemet etre 3 ha 5 kilometrad eus ar reter d'ar c'hornôg.

Faziet e oa bet bras gant pennoù an argadenn a soñje dezho e vefe riset an difennerien dindan doug un dek a devezh, ar stourmoù e-kreizh kêr a bado 6 miz. Stalingrad a voe deuet da vezañ ar c'hentañ emgann kêr pe urban en istor mab-den (re Madrid pe Sebastopol n'o doa padet nebeutoc'h evit ur sizhun), an hini gentañ eo ivez o kemer plas war un dachenn greantel. Dre an endro nevez-se, ar Wehrmacht a goll darn e gounidoù:

  • Ar fiñvoù bliv a zo dibosubl
  • Diaesoc'h eo implij an armoù ponner
  • Implij ar c'hanolierezh hag harp ar c'hirri-nij a zo diaes spontus hep tennañ war soudarded kamalad.
  • An tankoù ne c'hellont ket fiñval evel ma oant boaz
  • Lu an Trede Reich n'he deus ket skiant-prenet eus an doare brezel-se

Buan a-walc'h e voe merzhet gant lod ofiserien etre ne vefe ket un emgann aes, ofiserien an tankoù a wele mat e oa kudennoù bras o tont war-wel. Rediet e oa implij an tankoù tostik-tost eus ar palioù da dizhout pezh a lakae anezho da vezañ kizidik da tagadennoù an difennerien, memes pa oant oc'h implij armoù enep-tankoù lijer, kuzhet pe war an toennoù pe er rivinoù.

 
Troadegiezh an Trede Reich o tizoloeiñ an emgann urban, emgannioù garv ha kolloù ramzel a-bep tu

E-maez ar propaganda hag ar selloù romantel an emgann a oa unan euzhus, garv, ar soudarded a oa stanket ne oa ket tu dezho da gilañ ha mont war-raok a talveze da nebeutañ bezañ gloazet don paneveken ar marv.

Pazennoù an emgann kemmañ

Emgann Stalingrad a oa bet ledet war 6 miz etre ar 17 a viz Gouhere 1942 betek an 2 a viz C'hwevrer 1943. An tu a zo da welet 4 pazenn disheñvel :

  • An argadenn alaman war-zu kêr Stalingrad (Gouhere-Eost 1942)
  • Tagadenn ar gêr gant an Alamanted (Gwengolo-Du 1942)
  • An enep-argad soviedel a engelc'hias an alamaned er gêr o devoa tost tapet (adal an 19 a viz Du 1942)
  • Adc'hounid ar gêr gant ar soviediz betek kodianidigezh nerzhioù an Ahel enkelc'hiet.

Ouzhpenn ar pazennoù-se e vez kavet alies an oberiadurioù sevenet e kornôg d'an emgann veur betek ma vefe adc'hounezet: oberiadur brezel Wintergewitter sevenet gant an Alamanted a-benn saveteiñ al lu enkelc'hiet, hag emled an argadenn soviedelwar tiriad an Don- Donetz (oberiadur brezel Sadorn, an argadenn Ostrogojsk-Rossoch hag emgann Voronej).

Dalc'hoù strategiel kemmañ

Emgann Stalingrad a oa unan kêrel, an hini gentañ en istor mab-den. Tachenn Stalingrad a zo unan gant kalz greanterezh ponner evel uzin traktourioù Stalingrad ( STZ pe Stalingradski Traktorny Zavod) troet d'ar broduerezh kirri hobregonet T-34, uzin armoù Barrikady (Brezhoneg: Barikadenn, rusianeg: Кра́сные Баррика́ды) hep disoñjal ar greizenn metalerezh Here Ruz (rusianeg:КРАСНЫЙ ОКТЯБРЬ, Krasnyi Oktiabr').

An tri lec'h-se a oa bet dalc'hoù strategiel meur e-pad an emgann.

Dalc'h Barrikady kemmañ

Etre ar 14 a viz Here 1942 betek an 18 a viz Du 1942 e voe argad araok ziwezhañ an Alamanted e kêr Stalingrad. 90% eus ar gêr a oa bet tapet gant lu an Trede Reich. Dindan urzhioù Hitler e oa bet soñjet implij unvezioù bihan niver met arbenikaet a-benn trec'hiñ da vat al Lu Ruz.

An dagadenn a vezo e-kostez su Emgann Stalingrad, Uzin armoù Barrikady a oa e-kreiz.

Lec'hiet dres e-tal an enezennig Zaïtsevski, an uzin Barrikady a oa deuet da vezañ ul lec'h talañ d'an argadennoù alaman a glaske tapout kêr Stalingrad. Ar jeneral Lioudnikov gant e 138vet divizion a oa staliet war un enezennig anvet eveltañ. an dachenn a oa 700 metrad war 400 metrad. Gant 1500 soudard e talc'hjont an dachenn.

Nepel diouto er su ar jeneral Gorishnyï gant ar 95vet divizion troadegiezh an dachenn da zerc'hel ne ra nemet 500 metrad treuzkiz. 1500 soudard a oa staliet aze, gant ul lod anezho o vezañ martoloded eus Flodad ar Reter neshañ[3].

Keit a ma voe tu e gendalc'has ouvrierien an uzin da broduiñ obuzennoù da implij en emgann. Pa dage an Alamanted e veze kemeret armoù gant an ouvrierien evit sikour d'an difenn betek gellet distreiñ d'o labour.

Argad, enep-argad a-bep tu e oa bet gwadus met an talbenn a chomas ar memes hini. Riset eo al lec'h gant ar bombezadegoù Stuka hag an taolioù-kanol. Pa veze echuet gant ar bombezadegoù e groge tagadenn an troadegiezh Alaman. An difennerien chomet kuzhet a zistro d'o postoù-difenn hag e groge an emgannioù.

Dalc'h uzin traktourioù Stalingrad kemmañ

 
Uzin traktourioù Stalingrad e 1930

Etre ar 14 hag an 19 a viz Here 1942 e voe un argadenn a-berzh an Alamanted dre donedigezh an 305vet divizion war an dachenn emgann. An dagadenn a droc'h al linennoù difenn rusian e meur a lec'h. E norzh an uzin traktourioù Dzerjinski e vezo enkelc'hiet strolladoù-stourm al Lu Ruz, d'ar c'hornôg e-kostez an uzin armoù Barrikady e voe memestra. An uzin traktour a gouez e daou devezh, tizhet e voe ar Volga ha kregiñ a rae an Alamanted da vont e-barzh an Uzin Barrikady. An 62vet lu aoa troc'het e daou damm.

Unvezhioù stourm an 305vet Divizion a zo bet distrujet betek 70 %, n'eus ket mui an nerzh ganto da echuiñ gant krabanata an uzin Barrikady. Ouzhpenn-se, an difenn enep-tankoù soviedel a zo kreñvaet a-walc'h evit risañ an alamanted. Ar re-se ne c'hellont mui kaout d'ar muiañ 30 karr hobregon ouzh ar stourm. E-penn kentañ an emgann e oa bet taolet div divizion panzer gant harp unvezioù Sturmgeschütze (kanolioù arsailh).

E norzh ar stêr Mechteka, an nerzhioù soviedel eus ar strollad Ghorokov a zo o-unan e kêriadennoù Rynok ha Spartakovka. An tiriad-se difennet mat a vo ken bombezet ma voe lesanvet "Ar Verdun bihan"; Ar soviediz a zalc'ho mat eno betek fin an emgann.

Propaganda a-bep tu kemmañ

Implij ar propaganda a voe uhel uhel e-pad an emgann, pep tu oc'h implij an emgann evit diskouez e oa gouest da vezañ trec'h war an enebour. Hizi-an-deiz c'hoazh e vez tuet an dud gant elfennoù propaganda bet krouet er mare-se.

Goude ar c'hentañ sizhunvezhioù a stourm, holl kazetennoù ar bed a grog da vont gant heuliañ darvoudoù an emgann. Mammenn ez eo d'ar propaganda, an daou du a zo dindan evezh ar bed, ar gêr a zeu da vezañ ur simbol bedel.

Dont a ra neuze en emgann da vezañ un arouez evit an daou du engouestlet, lakaet e vez neuze muioc'h-mui a nerzh evit bezañ trec'h. N'eo ket mui nemet un emgann milourel met ivez unan ideologel, arouezg, ekonomikel; ur brezel hollel gant an daou nerzh engouestlet a-bezh evit bezañ trec'h.

Ar sikour Amerikan kemmañ

Evit ar propaganda eus tu ar soviediz ha gant ar Brezel Yen o kregiñ e voe chomet dammguzh e oa bet fonnus ar sikour amerikan e-pad Emgann Stalingrad met ivez e-pad holl mare ar brezel er reter.

 
Tank lijer M3 Stuart amerikan e-pad emgann Stalingrad
 
Tank Saoz Matilda Mk II eus al lu ruz (1941-1943)

Graet e oa bet Lend-Lease (Brezhoneg: Prest-feurm) eus ar programm sikour-brezel sevenet gant ar Stadoù-Unanet e-pad an Eil Brezel-bed. E-penn kentañ ar pal a oa da gemer perzh er brezel met gant un doare dammguzh, gant tagadenn Pearl Harbor d'ar 7 a viz Kerzu 1941 ha donedigezh SUA er brezel e greskas ar sikourioù c'hoazh ha dindan un doare ofisiel.

Heuliadoù kemmañ

Ar jeneral Von Paulus a oa deuet a-benn da zerc'hel dindan e grabanoù 9 dekvedenn eus Stalingrad met a-benn ar fin ne voe ket tu dezhañ da drec'hiñ nerzh kalon ar Soviediz nag o vrasañ niver, nag an nerzh teknikel brasaet dezho dre ar sikour amerikan.

Prizonidi brezel kemmañ

D'an 2 a viz C'hwevrer 1943, muioc'h evit 91 000 Alaman[4] a zo prizoniet, gant 2 500 ofiser, 24 jeneral hag ur marichal : Paulus. Ar c'hentañ wech ez eo en istor milourel Alamagn e vez prizoniet un ofiser gant ur renk ken uhel.

Al lu soviedel n'en doa ket prientet netra evit degemer kement a brizonidi, «an hanter anezho a oa marvet da nevez-amzer 1943»[5] gouzañverien eus ur c'hementad a abegoù « dibosubl da dedermeniñ» etre « stad [...] truezeg [ar soudarded pa voent prizoniet], jahinerez boaz [...] ha feblijenn an dafariñ »[5].

Levrlennadur kemmañ

Studiadennoù hollek d'an emgann kemmañ

  • (en) (fr) Anthony Beevor, Stalingrad, embannadur Le Livre de Poche (5 a viz Gwengolo 2001)(605 pajenn) (ISBN 9782253150954)
  • (en) William Craig, Enemy at the Gates, the Battle for Stalingrad, embanner Penguin Books, C'hwevrer 2001, New York, kentañ embannadur 1973 (455 pajenn) (ISBN 9780142000007)
  • (en) Anthony Beevor, Stalingrad: The Fateful Siege: 1942-1943, embannadur Penguin Books (1añ a viz Mae 1999)(528 pajenn) (ISBN 9780140284584)

Studiadenn an dudennoù engouestlet kemmañ

  • (en) (de) Wilhelm Adam hag Otto Ruhle, With Paulus at Stalingrad, embannadur Pen and Sword (240 pajenn), 19 a viz Gwengolo 2015 (ISBN 9781473833869)

Studiadenn ar rejimantoù engouestlet kemmañ

  • (en) Jason D. Mark, Death of the Leaping Horseman: The 24th Panzer Division in Stalingrad, embannadur Stackpole Books; Revised ed. edition (15 a viz Gouhere 2014)(560 pajenn) (ISBN 9780811714044)

Prizonidi brezel Alaman kemmañ

  • (en) Adelbert Holl, Tony Le Tissier, After Stalingrad: Seven Years as a Soviet Prisoner of War, embannadur Pen and Sword (256 pajenn); 19 a viz Even 2016 (ISBN 9781473856110)
  • (en) Reinhold Busch, Survivors of Stalingrad: Eyewitness Accounts from the 6th Army, 1942-1943, embannadur Frontline Books (256 pajenn); 1añ embannadur, 5 a viz Du 2015 (ISBN 9781848327665)

Adkemer er sevenadur kemmañ

Adsevel istorel kemmañ

 
Adsevel istorel eus enepargad ar soviediz e-pad emgann Stalingrad bloavezh 2010

Lod adsevel istorel a vez graet e Rusia hiziv-an-deiz gant diaz, emgann Stalingrad.

Romantoù kemmañ

  • Sven Hassel, SS-generalen "Jeneral SS" (1969)
  • (en) Christoph Fromm, Stalingrad: The Loneliest Death, embannadur Primero Verlag GmbH( 474 pajenn), 21 a viz Mae 2015

C'hoarioù video kemmañ

  • Stalingrad, embanner ha produerv Nobilis ha DTF Games, 22 a viz Ebrel 2015
  • Red Orchestra 2 : Heroes of Stalingrad, embanner ha produer 1C Company ha Tripwire Interactive, 13 a viz Here 2011
  • IL-2 Sturmovik : Battle of Stalingrad, embanner ha produer 777 Studios ha 1C Company, 2014
  • Company of Heroes 2, ouzhpennadur DLC Victory at Stalingrad Mission Pack, embanner ha produer Relic Entertainment ha Sega, 25 a viz Even 2013

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. [ http://www.persee.fr/doc/receo_0338-0599_1984_num_15_3_2510 Al lend-lease amerikan evit an Unvaniezh soviedel (pennad) gant Henri Dunajewski] : "En degouezh-se Stadoù-Unanet Amerika a bourvezas d'an URSS, etre an 22 aviz Even 1941 hag an 20 a viz Gwengolo 1945, muioc'h evit 5 milion a donenn bouedoù [...] an danvez boued-se a oa keñver gant ezhommoù ul lu, savet gant 7,7 milion a soudarded e-pad ur bloavezh]"
  2. D'an 20 a viz Meurzh 1942 ar c'holloù soudard a zo: 225559 lazhet, 50991 steuziet ha 796516 gloazet, gant muioc'h evit an hanter a vo dibosubl dezho da adkemer ar stourm; 35 % eus nerzhioù an Oberiadur-brezel Barbarossa met 50 % ofiserien anezho gant 32 485 kollet.Lopez,2008 pajenn 35
  3. Emgann Stalingrad gant Pierre Montagnon embannadur du Rocher, 2012 (fr)
  4. Ar chifr a 91000 prizoniad a zo bet lakaet war-raok gant ar soviediz goude adkemer Stalingrad, ar studioù a-vremañ a istim ez eo 110000 prizoniad a voe bet graet.
  5. 5,0 ha5,1 Antony Beevor, Stalingrad, 1999, Le livre de poche, pajennoù 543 betek 557.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.