Emgann Zamora, anvet ivez emgann Villagodio en spagnoleg, zo un emgann e-kerzh Brezel dieubidigezh Spagn d'ar 6 a viz Genver 1809 e Zamora, en Spagn, etre un arme c'hall renet gant ar jeneral Pierre Maupetit hag ur bagad soudarded eus Galiza dindan Agustín Manso. Trec'h e voe ar C'hallaoued.

Emgann Zamora
emgann
StadSpagn Kemmañ
Deiziad6 Gen 1809 Kemmañ

Tra m'edo arme Napoleone Buonaparte war-lerc'h ar Saozon e hanternoz Spagn abaoe dibenn 1808, e chomas sac'het marc'hegerien ar jeneral Maupetit dirak kêr Zamora, pa oa bet serret ar perzhier gant ar bobl. Soudarded all a zeuas da harpañ a-benn an 10 a viz Genver ha neuze e voe kemeret kêr gant ar Gall Maupetit.