Emgann ar Somme a oa unan eus an emgannoù gwadekañ eus ar Brezel-bed kentañ. Armeoù Breizh-Veur, ar C'hommonwealth, hag hini Bro-C'hall a glaskas tremen a-dreuz linennoù arme Bro-Alamagn kreñvaet war ul linenn norzh-su a 45 km e-kichen ar Somme, e norzh Bro-C'hall, en un tric'horn etre kêrioù Albert, Péronne ha Bapaume. Unan eus emgannoù gwadekañ eus istor an denelezh eo (hep kontañ ar siviled), gant war-dro 1 060 000 gouzañver, en o zouez 442 000 den lazhet pe kollet.

Emgann ar Somme
Tamm eus Brezel-bed kentañ
Foz-difenn alaman e koad Delville e miz Gwengolo 1916

Maread 1 Gouere 1916 - 18 Du 1916
Lec'h Pikardi Frañs
Disoc'h disoc'h sklaer ebet (marteze disoc'h war well d'ar Re Unanet)
Emgannerien
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Frañs Frañs
Banniel Aostralia Aostralia
Banniel Kanada Kanada
Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez
Banniel Unaniezh Suafrika Unaniezh Suafrika
Banniel an Douar-Nevez Douar-Nevez
Banniel Indez Breizh-Veur Impalaeriezh Indez
Impalaeriezh alaman
Pennoù-brezel
Douglas Haig
Ferdinand Foch
Max von Gallwitz
Fritz von Below
Niver a emgannerien
--
Kolloù
272 000 den lazhet pe kollet170 000 den lazhet pe kollet

Kentañ devezh an emgann, d'ar 1añ a viz Gouere 1916, a oa an devezh gwadekañ evit arme Breizh-Veur, gant 57 470 den tizhet, en o zouez 19 240 den lazhet. Echuiñ a reas an emgann d'an 18 a viz Du 1916[1].

Evit ar wezh kentañ e oa filmet gant ur film propaganda, La Bataille de la Somme, ul lodenn vras eus euzhusted ar brezel modern gant skeudennoù eus ar c'hentañ devezhioù eus ar gombat. Dalc'het zo bet koun eus an darvoudoù gant oberennoù tennerien poltredoù ha livourien, en o zouez François Flameng liver ofisiel an armeoù a embannas e dresadennoù hag e vrastresoù niverus er gelaouenn L'Illustration.


Notennoù kemmañ

  1. La bataille de la Somme 14-18, Première Guerre mondiale et circuit du souvenir - Images en Somme

Levrlennadur kemmañ

  • Pierre Miquel, Les Oubliés de la Somme, Tallandier, 2001. Résumé du livre
  • Alain Denizot, La Bataille de la Somme, Perrin, 2002
  • Alexandre THERS, La Somme - l'offensive tragique, éditeur : Histoire et Collections, les mini-guides
  • H.P. Willmott, La Première Guerre mondiale, éditeur : DK Publishing
  • John Keegan, La Première Guerre mondiale, Perrin, 2003
  • John Keegan, Anatomie de la bataille, Robert Laffont, 1993.
  • Stéphane Audoin-Rouzeau et Jean-Jacques Becker (dir.), Encyclopédie de la Grande Guerre, Bayard, 2004


Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.