Emirelezh Treuzjordania

Emirelezh Treuzjordania (arabeg : إمارة شرق الأردنImārat Charq al-Ourdoun, "Emirelezh Reter ar stêr Jordan") a reer eus ur Stad a voe krouet e 1921 da heul Emsavadeg Veur an Arabed (1916-1918), ha gwarezet gant ar Rouantelezh-Unanet.
A-c'houde Kuzuliadeg Kaero, a voe dalc'het e miz Meurzh 1921, e voe fiziet Treuzjordania e tiernac'h an Hachemited : Abdallah, anezhañ trede mab cherif Mekka Hussein ben Ali, a voe anvet da emir Treuzjordania dindan evezh ur c'hannad eus ar Rouantelezh-Unanet.

Emirelezh Treuzjordania
إمارة شرق الأردن
Imārat Charq al-Ourdoun
Melestradur
Melestradur un tiriad enebour aloubet Rouantelezh Hedjaz
Rouantelezh-Unanet Rouantelezh Hedjaz
Arouezioù
1928-1939 Goude 1939
Banniel 1928-1939 Banniel goude 1939

Palestina ha Treuzjordania
An tiriad meret dre leuriad an R-U evit Palestina
  • ██ Treuzjordania
  • Gouarnamant
    Gouarnamant Monarkiezh

    Emir Abdallah I
    Ren 1921-1946

    Kêr-benn عمّان Ammān
    31° 57' N - 35° 56' R
    Yezh ofisiel Arabeg
    Amzeroniezh
    • Kuzuliadeg Kaero Miz Meurzh 1921
    • Kurunadur 11 a viz Ebrel 1921
    • Dizalc'hiezh velestradurel 25 a viz Ebrel 1923
    • Feur-emglev
    R-U/Emirelezh
    20 a viz C'hwevrer 1946
    • Rouantelezh 22 a viz Meurzh 1946
    • Dizalc'hiezh werc'hek 25 a viz Mae 1946

    Hiziv e Banniel Jordania Jordania
    Banniel Arabia Saoudat Arabia Saoudat

    Istor kemmañ

    Da vare an Impalaeriezh otoman e oa an darn vrasañ eus Treuzjordania e vilayet (proviñs) Siria ; a-viskoazh e oa pobl Treuzjordania an Norzh desachet gant Siria, pa oa hini ar Su tost da Arabia, ma oa rouantelezh hachemit an Hedjaz. E-kerzh ar Brezel-bed kentañ e c'hoavezas Emsavadeg Veur an Arabed a-enep an Impalaeriezh otoman, hag e Treuzjordania pergen e voe emgannoù. Gant harp an ofiser kembreat Lawrence Arabia e c'hallas cherif Mekka kas an emsavadeg da bennvat, ar pezh a vuanaas diskar an Impalaeriezh otoman.

    Pa voe echu gant ar Brezel-bed kentañ, ha da heul an emglevioù kuzh Sykes-Picot (1916), e voe dasparzhet trevadennoù an Alamaned hag an tiriadoù otoman d'ar Gevredidi gant Kevredigezh ar Broadoù[1].


     
    An emglev Sykes-Picot


    D'ar 7 a viz Meurzh 1920 e Damask e voe krouet Rouantelezh Arab Siria (hachemit) gant Kuzul Vroadel Siria ; Treuzjordania an Norzh a oa un darn vras eus ar rouantelezh nevez, tra ma oa Su ar vro en Hedjaz.
    Diskaret e voe rouantelezh kentañ Siria gant ar C'hallaoued goude o zrec'h en Emgann Maisaloun, nepell diouzh Damask, d'an 23 a viz Ebrel 1920 : ne voe Stad ebet ken e Norzh Treuzjordania betek ma teuas cherif Mekka dre ar Su gant ul luadig a 300 den da gemer Ma'an, ur gêr e Su an tiriad (sellit ouzh ar gartenn), d'an 20 a viz Du 1920 ; e miz Meurzh 1921 e voe an darn vrasañ eus Treuzjordania dindan beli ar cherif Abdallah.
    Er miz-se end-eeun e voe dalc'het Kuzuliadeg Kaero, ma voe divizet envel breur ar cherif, Faisal ben Hussin, da roue Iraq hag ar cherif e-unan da emir Treuzjordania ; div Stad a voe krouet neuze, ha Treuzjordania ne vije ket endalc'het gant ar Stad yuzev a oa war-nes bezañ krouet ivez war glann gornôgel ar stêr Jordan.

    D'an 11 a viz Ebrel 1921 e stalias an emir Abdallah ben Hussein e c'houarnamant en Emirelezh Treuzjordania, dindan evezh ar Rouantelezh-Unanet.
    D'ar 15 a viz Mae 1923 ez anzavas an R-U e oa Emirelezh Treuzjordania ur Stad renet gant an emir Abdallah ben Hussein ; fuloret e voe ar sionourien abalamour ma oa disrannet Treuzjordania diouzh Palestina, ar pezh a grenne war ar Stad yuzev a vennent sevel er Reter Nesañ[2].
    D'an 23 a viz Mae 1923 e voe distaget an Emirelezh diouzh ar Rouantelezh-Unanet, ha d'ar 25 a viz Mae diouzh Palestina.
    E 1925 e voe lakaet proviñsoù Ma'an hag Aqaba, a oa e rouantelezh Hedjaz betek neuze, en Emirelezh gant an emir Abdallah, ar pezh a grouas un digor strategek war ar Mor Ruz dre borzh Aqaba.
    E 1928 e voe sinet ur feur-emglev etre an R-U hag an Emirelezh : dizalc'h e oa ar Stad arab, met ar Rouantelezh-Unanet a vire soudarded war an tiriad evit skoazellañ an Emirelezh da stourm ouzh aloubadegoù pobladoù eus Norzh Arabia Saoudat a-vremañ er Su d'an tiriad ; an R-U ivez a rae war-dro an aferioù estren ha war-dro ul lodenn eus kellidsteuñv ar Stad. Ken abred ha miz Ebrel 1928 e voe embannnet ur vonreizh hag ur Parlamant a 21 ezel a voe dilennet e miz C'hwevrer 1929.

    D'an 22 a viz Meurzh 1946 e voe sinet ur feur-emglev gant ar Rouantelezh-Unanet hag Emirelezh Treuzjordania, a roas he dizalc'hiezh da Dreuzjordania ; daou viz diwezhatoc'h, d'ar 25 a viz Mae 1946, e voe lakaet an emir Abdallah ben Hussein da roue gant Parlamant an Emirelezh, a gemmas hec'h anv e Rouantelezh Hachemit Jordania.

    Notennoù kemmañ

    1. Emglevioù Sykes-Picot (fr)
    2. The Making of Transjordan (en)

    Pajennoù kar kemmañ