Enez Alejandro Selkirk

An Enez Alejandro Selkirk (isla Alejandro Selkirk e spagnoleg), hogen Más Afuera betek 1966, hag isla de los Perros (Enez ar Chas) er skridoù kozh, zo un enezenn vihan en Inizi Juan Fernández e Chile, 48 km² dezhi .

Enez Alejandro Selkirk
Kartenn eus an enez (1918).

Stag eo ouzh Proviñs Valparaíso, e Rannvro Valparaíso.

Inizi Juan Fernández. An Enez Más Afuera er c'hornôg, anvet Alejandro Selkirk en-ofisiel abaoe 1966.

Kemm an anv kemmañ

Betek 1966 e oa anvet Más Afuera. Pa oa deuet ar skrivagnerez ha livourez urugwaiat Blanca Luz Brum, da chom en inizi e krogas da gabaliñ da adenvel div enez vrasañ an enezeg. Dont a reas a-benn da lakaat ar prezidant Eduardo Frei Montalva da vont a-du ganti. Adanvet e voe neuze diwar anv ar martolod skosat Alexander Selkirk a voe dilezet eno en XVIIIvet kanved abalamour d'e enebiezh ouzh e gabiten saoz en enez Robinson Crusoe, a oa "Más a Tierra" hec'h anv kentaou. Diwar istor Selkirk eo e skrivas Daniel Defoe e romant Robinson Crusoe.

Pennad kar kemmañ