Enez São Vicente (Kab Glas)

Ur pennad São Vicente zo ivez.

São Vicente zo un enezenn eus ar C'hab Glas, er gevred da Santo Antão, er Meurvor Atlantel.

Kartenn São Vicente
Lec'hiadur São Vicente er C'hab Glas

227 km² eo he gorread hag eil enezenn bobletañ an enezeg eo. Mindelo eo ar gêr vrasañ, e norzh an enez, hag eil kêr ar C'hab Glas goude Praia.

Dizoloet e voe d'an 22 a viz Genver 1462, deiz gouel sant Visant, alese hec'h anv. E-pad pell e chomas koulz lâret didud abalamour d'an diouer a dour ha n'eo nemet adalek 1838 ma krogas da vezañ trevadennet pa voe staliet ur mirlec'h glaou evit pourveziñ ar bigi.

Gwel eus Mindelo