Eozen Maeeuc (Yves Mayeuc e galleg), pe c'hoazh Yvo Caervoyec, ganet e Kervaeog e parrez Plouvorn e Leon e 1462, a voe eskob Roazhon. Marvet eo e Bruz er bloaz 1541.

Eozen Maeeg, war ur werenn livet en iliz Gwerc'h.

Eskob kemmañ

Lean e oa e kouent an Dominikaned e Montroulez, pan eas da hini ar C'heloù mat da Roazhon. Kofesour Anna Vreizh e oa a-raok bout hini ar rouaned c'hall Charlez VIII ha Loeiz XII.

E 1505 ec'h ambrougas an dugez Anna Vreizh e-kerzh he beaj e Breizh, hag e savas ur c'hantik latin ha brezhoneg hag a voe kanet er Folgoad en enor d'an dugez.

E miz Genver 1507 e voe anvet da eskob Roazhon gant ar pab Jul II.

E 1532 e tegemeras an dug Frañsez III e kêr Roazhon evit e gurunenniñ en iliz-veur. Eno e c'hallas an dug lenn ur varzhoneg e brezhoneg, war un daolenn ispilhet, skrivet gant lizherennoù aour.

Menegoù kemmañ

  • Amédée Guillotin de Corson, Pouillé historique de l'archevêché de Rennes, Roazhon, Fougeray ha Pariz, René Haton, 1880-1886, 6 vol. in-8° br., couv. impr. (a gaver e Gallica).
  • Henri Poisson, Une lumière de l'Ordre des frères prêcheurs. Yves Mahyeuc : 1462-1541, évêque de Rennes de 1506 à 1541. Rakskrid gant ar c'hardinal Roques, Roazhon, 1948
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992.
  • Gwennole ar Menn, Un Veni Creator latin-breton dédié à Anne de Bretagne en 1505, Etudes Celtiques, volume 16, 1979
  • Gwennole ar Menn, Les Bretons "tonnants" et le monde des lettrés, in 1491, La Bretagne Terre d'Europe, CRBC Brest, 1992