Ernst Grünfeld a zo bet ganet d'ar 21 a viz Du 1893 e Vienna (Aostria) ha marvet d'an 3 a viz Ebrel 1962 e Vienna (Aostria).

Mestrc'hoarier, kazetennour ha skrivagnour echedoù aostrian.

E tournamant Vienna (1920) e tapas ar plas kentañ a-gevred gant Savielly Tartakower; 1añ e Margate (Breizh-Veur) e 1923: trec'h e voe war Aleksandr Alekhin, Efim Bogoljubov ha Richárd Réti; 1añ e Merano-Meran (1924); 1añ e Budapest (Hungaria) e 1926 a-gevred gant Mario Monticelli; 1añ e Vienna (1927), 1añ e Vienna (1928) a-gevred gant Sándor Takács ha 1añ e Vienna (1933) a-gevred gant Hans Müller, 1añ en Ostrava (Mährisch-Ostrau) e 1933; kampion Alamagn e 1923.

Hervez "Chessmetrics" e voe tizhet e renk Elo uhelañ gantañ e 1924-1925 : 2715.

An Difenn Grünfeld kemmañ

 
An Difenn Grunfeld

Alies e implije an Difenn Grünfeld:

1. d4 Mf6

2. c4 g6

3. Mc3 d5

Oberennoù skrivet kemmañ

  • Kalz a bennadoù a-zivout an digoradurioù e kazetennoù echedoù Europa, en Alamagn, e Belgia, e Bulgaria hag en Unaniezh Soviedel;
  • The Queen's Pawn Game and the Queen's Gambit Declined (1924);
  • Taschenbuch der Eroffnungen im Schach (1953).

Liamm kemmañ